Glíma
Neuz
Ar glíma (ger islandek) zo un doare gouren eus Island, anavezet a-gozh.
Pevar zra zo pouezus evit ar glíma :
- en o sav e vez ar c'hourenerien dalc'hmat
- treiñ a reont an eil en-dro d'egile
- tapout a ra an eil krog en egile dre an dargreiz
- klask a ra an eil lakaat egile da gouezhañ, war-bouez e zivesker, e dreid hag e zivlez
Gant ar c’hourenerien e vez gwisket dilhad hag un doare gouriz a dalvez dezho da dapout krog an eil en egile. An hini kentañ eus an daou emganner a zeu a-benn da ziskar an hini all eo a c’hounez.
Anavezet eo ar glíma abaoe an XIIvet kantved d’an nebeutañ. Menegoù zo, er sagaoù islandek kozh, a laka da soñjal eo koshoc’h c’hoazh.
Ur sport broadel eo en Island, met bremañ e vez pleustret en un nebeud broioù all ivez (Sveden, Alamagn…),
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Gripping History of Glima (en)
- Glímusamband Íslands (is) (en)