(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Hai - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Hai

Eus Wikipedia
Diaz an Hai

Ar stêr Hai (Sinalun hengounel: うみかわ; Sinalun eeunaet: うみかわ; Pinyin: Hǎi Hé), anvet gwechall (Sinalun hengounel: 白河しらかわ; Sinalun eeunaet: 白河しらかわ; Pinyin: Bái Hé) pe Pei Ho (北河きたがわ) e testennoù ar c'hornôg, a zo ur stêr eus Sina hag a red a-dreuz Beijing ha Tianjin hag en em daol e pleg-mor Bohai er Mor Melen. Muzuliañ a ra 1 329 km hag he diaz a c'holo ur gorread a 319 000 km². An hanter eus hini ar Stêr Velen eo he red hag un drederenn eus hini ar Yangtze. E Tianjin eo kenasket ganto dre ganol vras Sina. Evel ar Stêr Velen eo fankek-tre an Hai.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

ちゅうぶん世界せかい門戶もんこ Porched ar bed sinaat — 找到せき中國ちゅうごくてきぺーじめん Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.