Hermerig
Neuz
Hermerig, pe Ermaric, Hermeneric pe Hermanaric, ganet en Germania en 372 ha marvet en 441, a savas rouantelezh ar Sueved en Hispania.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roue ar Sueved e oa Hermerig ha tec'hel a reas rak an Huned betek Hispania ma savas e rouantelezh en 409. En 411 reas e le d'an impalaer roman ha dibab Braga da gêr-benn.
En 417 e stourmas ouzh Wallia, roue ar Vizigoted, evit gallout chom en Galiza. Bloaz goude e sinas un emglev gant an impalaer Honorius ha n'eas ket a-du gant ar Vandaled emsavet e 422.
Gantañ e renas e vab Rechila etre 438 ha 441, hag e-unan goude e varv en 441. Marteze e oa ivez tad d'ar roue suev Hunimund.