Heterofobiezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Implijet e vez an termen heterofobiezh evit komz eus gwalldiforc'hioù a-enep da dud arallrevel abalamour d'o revelezh, peurliesañ gant tud heñvelrevel pe divrevel.
Ral-kenañ eo seurt gwalldiforc'hioù e gwirionez avat, dreist-holl pa geñverier gant ar gwalldiforc'hioù hogozik sistematel a-enep d'an dud heñvelrevel.
Gant Daphne Patai e voe krouet an nevezc'her-mañ (diwar ar gresianeg $homo + fobia) hervez an hevelep patrom evit homofobiezh, implijet evit ar wech kentañ dre skrid e saozneg (homophobia) e 1990.
Er penn-kentañ e voe bet krouet ar ger-mañ evit komz eus un tuadur a veze kavet a-wechoù el luskad feminist duet da vezañ enep-gourel ken ma veze $ostracisex maouezed hag o deveze darempredoù reizhel ha/pe karantezel gant goured (sellit ouzh Lesbianouriezh politikel).
Gant Albert Memmi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet ar ger heterofobiezh (hétérophobie e galleg) gant ar skrivagner gall Albert Memmi en e levr Le Racisme, evit ober anv eus ar gasoni ouzh an disheñvelder dre vras, ar ouennelouriezh o vezañ un doare heterofobiezh.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |