(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Indez - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Indez

Eus Wikipedia

Ur rannbarzh eus Su ha Gevred Azia eo an Indez, anv stag ouzh amzer an dizoloiñ bed hag an trevadenniñ gant an Europeaned. Anvet e vezent Indez ar Sav-Heol ivez, pa veze graet ivez Indez ar C'huzh-Heol eus Amerika. Indeziz (unander: Indezad)[1] pe Indezidi (unander: Indeziad)[2] a vez lâret eus an dud. Mont a rae ar rannved-se eus harzoù Pers hag Afghanistan betek ar Filipinez hag Indonezia a-vremañ (war-bouez Papoua ar C'hornaoueg a zo e Melanezia). Indez-Sina a veze lakaet en Indez ivez, da lavaret eo e klot dre vras Indez ar Sav-Heol gant ar pezh a zo Iskevandir Indez bremañ mui Azia ar Gevred.

Digejet e vez:

  • yar-Indez (ha kilhog-Indez evit ar par). Dave a ra an anv-mañ da Indez ar C'huzh-Heol.
  • razh-Indez. Dave a ra an anv-mañ da Indez ar C'huzh-Heol.
  • gavial Indez

Plant ha frouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gregor Rostrenenn, Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, 1732, p. 526a; Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, 1978, p. 395.
  2. Gregor Rostrenenn, Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, 1732, p. 526a.