Izabel Kastilha hag Aragon
Izabel Kastilha hag Aragon, pe Isabel de Aragón y Castilla pe Isabel de Trastámara y Trastámara (Dueñas, 1470 — Zaragoza, 1498), a oa merc'h henañ ar Rouaned Katolik, infantez Kastilha hag Aragon, rouanez Portugal.
Merc'h henañ Fernando II Aragon hag Izabel ar Gatolikez e oa, ha tonket e oa da servij politikerezh he zud.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1490 e timezas da Afonso Portugal (1475-1491), infant Portugal, a varvas 3 miz goude an eured en ur gwallzarvoud.
C'hwec'h vloaz goude, en 1497, ec'h addimezas da roue Portugal Manuel Iañ Portugal (1469-1521).
Mervel a reas er bloaz goude, en 1498, un eur goude genel o mab Miguel da Paz, priñs Portugal, penhêr kurunennoù Portugal, Kastilha, hag Aragon. Miguel a varvas e 1500, a-raok e zaou vloaz. Er bloaz-se en-eun ec'h addimezas ar roue intañv Manuel da Maria Kastilha hag Aragon, ur c'hoar yaouankoc'h da Izabel.