Jafrez
Jafrez (skrivet ivez Jaffre), zo un anv-badez brezhonek, deuet eus ar galleg Geoffroi. Un anv-tiegezh eo deuet da vezañ ivez.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kar e vije an anv da Godefroy, deuet eus an anv alamanek Godfried. Neuze, (met dizemglev zo war ar poent-se) e vije savet gant Fried, peoc'h, ha God, doue.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Degouezhet eo an anv e Breizh en Xvet kantved. Geoffroy e oa anv Jafrez Iañ (kont Anjev), a zimezas e verc'h Ermengarde d'e amezeg Konan Iañ, dug Breizh. Ur mab a voe ganet, ha roet dezhañ anv e dad-kozh. Ha kont Roazhon e voe Jafrez vihan, evel e dad pa oa yaouank, ha dug war-lerc'h e dad, hag anavezet evel Jafrez Iañ a Vreizh.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- latin : Galfridus, Gaufridus, Goffridus, Gaudfridus
- galleg : Geoffroy, Geoffroi, Geoffrey, Godefroy, Jeoffrey, Jeoffroy, Joffrey ha Joffroy
- normaneg : Gaufrey, Goffrey
- saozneg : Geoffrey, Jeffrey, Jeffery, Jeffry, Geoff, Jeff, deuet eus an normaneg
- okitaneg : Jaufré
- spagnoleg : Godofredo
- katalaneg : Guifré
- alamaneg : Gottfried
Anv-familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo Jaffrez (stumm leonek), ha Jaffre evel anv-tiegezh. Anaout a reer ivez eilstummoù evel Jaffrennou, Jaffrezou.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Job Jaffre, kelaouenner ha skrivagner brezhonek
- Frañsez Jaffrennou, saver Bro gozh ma zadoù
- Gérard Jaffrès, soner
- Julien Jaffrès, e vab, gitarour rock keltiek
Duged Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Daou zug zo bet e Breizh en anv-se :
- Jafrez Iañ (? - 1008), anvet diwar-lerc'h e dad-kozh, Jafrez Iañ (kont Anjev),
- Jafrez II (1158 - 1186), mab d'ar roue saoz Herri II, ha breur d'ar roueed saoz Richarzh Iañ ha Yann Dizouar.
Konted Anjev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h kont Anjev zo bet anvet Jafrez (pe Geoffroy, e galleg) :
- Jafrez Iañ (kont Anjev), marvet e 987
- Jafrez II (kont Anjev), marvet e 1060
- Jafrez III (kont Anjev), marvet e 1096
- Jafrez IV (kont Anjev), marvet e 1106
- Jafrez V (1113 - 1151), tad Herri II, roue Bro-Saoz
- Jafrez VI (1134, Rouen - 1158, Naoned), kont Naoned ivez
Konted Gâtinais
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri Jafrez zo bet konted Gâtinais:
- Jafrez Iañ Gâtinais, kont Gâtinais,
- Jafrez II Ferreol, kont Gâtinais, tad Foulk IV, kont Anjev
- Jafrez III a oa war un dro kont Anjev ha kont Gâtinais.
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Étienne Geoffroy Saint-Hilaire (1772–1844), loenoniour
- Isidore Geoffroy Saint-Hilaire (1805–1861), loenoniour, mab da Étienne Geoffroy Saint-Hilaire.
- Jafrez (arc'heskob York)
- Jeff Beck, gitarour
- Geoffroy de Charney (marvet e 1314)
- Geoffrey Chaucer, skrivagner saoz
- Jeffrey Shaw, skrivagner brezhonek
- Jafrez Menoe, eskob kembreat ha skrivagner latin, anavezet ivez e saozneg evel Geoffrey of Monmouth,