Jan Frans Willems
Jan Frans Willems ( 11 a viz Meurzh 1793 e Boechout ; 24 a viz Mezheven 1846 e Gent) a oa skrivagner flandrezat ha tad d’an Emsav Flandrezat.
Ganet e oa Jan Frans Willems e Boechout, en Izelvroioù Aostrian, d’ar mare ma voe aloubet ar vro-se gant armeoù an Dispac'h Gall. Daoust ma oa eus ur familh paour e c’hallas, gant skoazell tud pinvidik, deskiñ latin ha meur a yezh all ha studiañ an istor. Kregiñ a reas da 16 vloaz da labourat e ti un noter en Antwerpen.
E amzer vak a ouestle d'al lennegezh ha da studi an istor. E 1810, da 17 vloaz, e c'hounezas ur priz gant ur varzhoneg savet gantañ en enor da beoc'h Tilsit, nevez-sinet etre an impalaer Napoleon Iañ hag an tsar Aleksandr Iañ. E 1815 e veulas krouidigezh Rouantelezh Unanet an Izelvroioù ha sevel a reas meur a skrid a-du gant adsav an nederlandeg e Flandrez.
Pa c’hoarvezas Dispac'h Belgia e 1830 e embannas soñjoù a-du gant roue an Izelvroioù hag abalamour da se e voe gwelet fall gant ar gouarnamant belgiat nevez-savet. Buan a-walc’h avat e voe anavezet e varregezh war ar studioù nederlandek. E 1835 e voe degemeret da ezel en Akademiezh Roueel ar Skiantoù. En Akademiezh e stourmas evit kas an nederlandeg war-raok e Belgia. Adembann a reas kalz testennoù nederlandek kozh, notennaouet gantañ. Ur perzh bras en doe evit lakaat degemer un doare-skrivañ nederlandek unvan e Belgia, un doare-skrivañ hag a voe anvet "doare-skrivañ Willems", goude an Taelcongres, ma oa bet bodet skrivagnerien eus Flandrez e Gent e 1841.
Mervel a reas e Gent e 1846.