Jean Hatzfeld
Neuz
Jean Hatzfeld zo ur c'hazetenner ha skrivagner gall ganet e Madagaskar e 1949.
E-pad meur a vloaz en deus foetet bro lec'h ma oa brezel : Liban, Irak, Yougoslavia...
E 1994 eo bet e Rwanda evit studiañ ar gouennlazh a rae e reuz er vro etre Tutsied ha Hutued.
Diwar e atersadennoù en deus savet meur a esae evel Dans le nu de la vie, gant testeni Tutsied chomet bev dre guzhat er geunioù, pe Une saison de machettes gant, ar wech-mañ, testeni ar vuntrerien.
Loreet eo bet e labour gant ar priz Femina Esae e 2004 hag ar priz Médicis e 2007.