(Translated by https://www.hiragana.jp/)
John Cabot - Wikipedia Mont d’an endalc’had

John Cabot

Eus Wikipedia
Delwenn John Cabot e Bristol
Kartenn eus an douaroù ergerzhet gant Cabot (XVIvet kantved)

John Cabot (Giovanni Caboto en italianeg) (1440-1498), a oa ur moraer hag un ergerzher eus Venezia e servij Bro-Saoz.

Dianav a-walc’h eo lec’h ganedigezh Cabot : evit tud zo e vije bet genidik eus Genova hag evit tud all e vije bet ganet e-kichen Naplez. Mont a reas da vevañ da Venezia da-heul e dud pa oa yaouank c’hoazh ha dont a reas da vezañ unan eus keodedourien ar gêr-se. Dimeziñ a reas gant ur plac’h alese ha tri mab o devoe.

Ergerzhadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ergerzherien all en amzer-hont (Kristol Goulm da skouer) en em lakaas Giovanni Caboto e servij ur vro all. E 1496 e voe kefridiet gant roue Bro-Saoz, Herri VII, da vont da glask un hent betek Azia en ur vont war-zu ar c’hornaoueg. Cabot en doa klevet komz eus an douaroù a oa bet kavet gant Kristol Goulm un nebeud bloavezhioù abretoc’h, e 1492, ha kavout a rae dezhañ e c’hellje kavout un hent da vont eus kornaoueg Europa da reter Azia. E veaj kentañ, gant ul lestr hepken, a voe ur c’hwitadenn : ne c’hellas ket mont pelloc’h eget Island ha rankout a reas distreiñ war e c’hiz abalamour da dabutoù gant e voraerien.

Er bloavezh war-lerc’h ez eas kuit eus Bristol d’an 2 a viz Mae 1497, war bourzh al lestr Matthew, gant 18 den. Tizhout a reas an douar d’ar 24 a viz Mezheven 1497 hag ergerzhet an aod e-pad ur pennad amzer, a-raok mont war e c’hiz da Europa. War e hent distro e kavas dezhañ e oa o vont re war-zu an norzh ha lakaat a reas da ouel suoc’h. Kement-se a lakaas anezhañ da erruout e Breizh, da gentañ, ha distreiñ da Vro-Saoz d’ar 6 a viz Eost.

Er bloavezh war-lerc’h, e miz Mae 1498, e loc’has adarre diouzh porzh Bristol, e Bro-Saoz, war-zu ar c’hornaoueg adarre, gant pemp lestr. Morse ne zistroas eus e veaj avat.

Ne ouzer ket mat pelec’h e oa bet o touarañ e miz Mezheven 1497. Kalz istorourien a soñj e oa en Douar-Nevez, met marteze e oa en ul lec’h all, war aodoù Labrador, Nova Scotia pe Maine. Dre ma n’eus prouenn ebet e vije bet Cabot oc’h ergerzhet an aodoù-se e lavarer peurvuiañ e voe kavet an Douar-Nevez hag aodoù reter Kanada gant daou voraer eus Portugal, Miguel ha Gaspar Corte-Real, e 1501. Hogen kazi sur eo e veze pesketourien eus Bro-Saoz (ha broioù all eus Europa marteze evel Breizh pe Euskadi), o verdeiñ war ar morioù-se abaoe meur a vloaz. Pa roe John Cabot kred d’o c’homzoù ez eas war-zu ar gwalarn, da glask an "douar nevez". Hiziv an deiz e seller ouzh John Cabot, e Kanada hag e Bro-Saoz, evel ouzh an Europad kentañ a zilestras war aod Norzh Amerika, goude mare ar Vikinged. Kristol Goulm ne erruas war douar-bras Amerika nemet e 1498 ha Jakez Karter, a gomzer kement diwar e benn e Breizh, ne vageas a-hed aodoù reter Kanada nemet kalz diwezhatoc’h, e 1534.

E koun John Cabot ez eus un tour war e anv e Saint John’s, kêr-benn an Douar-Nevez, hag unan all ivez e Bristol. Ur skeudenn eus e vag, ar Matthew, a zo e porzh Bristol ivez.

Ur skeudenn eus ar Matthew e porzh Bristol, e 2004.