(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel

Eus Wikipedia
Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel


Juliane Marie von Braunschweig-Wolfenbüttel (1729-1796) a oa ur briñsez alaman deuet da vout rouanez Danmark ha Norge entre 1752 ha 1766. Eil pried ar roue Frederig V Danmark e oa, mamm ar rejant Frederig, priñs pennhêr Danmark, ha rejantez de facto etre 1772 ha 1784.

Merc'h e oa da Ferdinand Albert II, dug Braunschweig-Wolfenbüttel ha da Antoinette von Braunschweig-Wolfenbüttel. En 1752, da 23 bloaz, e timezas d'ar roue Frederig V Danmark (1723–1766), intañv abaoe bloaz goude marv e bried Louise Breizh-Veur (1724-1751).

Poltred ar rouanez Juliane Marie, gantVigilius Eriksen (1722-1782)

Ur mab he doe Juliane Marie, Frederig Danmark (1753-1805). Mervel a reas ar roue en 1766, hag anvet e vab henañ Christian VII, mab da Louise Breizh-Veur, da roue. Met barradoù follentez en deveze ar roue yaouank. E gwirionez edo ar galloud adalek 1770 entre daouarn ar rouanez nevez Caroline Mathilde von Hannover hag he fried-kleiz Johann Friedrich Struensee, medisin ar roue. Levezonet e oa o folitikerezh gant mennozhioù ar frankizouriezh, ma savas an noblañsed en o enep. Juliane Marie en em gavas e-kreiz an enebourien, ha perzh a gemeras en 1772 en taol-stad a ziskaras Struensee hag a harluas Caroline Mathilde.

Mab Juliane Marie, ar priñs Frederig, a voe anvet da rejant, hogen etre daouarn e vamm e chomas ar galloud. Ur gouarnamant a-du gant ar gwashañ mirourien e voe hini ar rejantez hag he ministr Ove Høegh-Guldberg.

Ur mab en doa Christian VII avat, ar priñs pennhêr Frederig, ha hennezh a dennas ar galloud diganto pa gemeras ar rejañs en 1784, hag eñ 16 vloaz. Ur politikerezh nevez a voulc'has neuze.