Karl VIII
Neuz
(Adkaset eus Karl VIII Sveden)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/69/Karl_Knutsson_Bonde.jpg/170px-Karl_Knutsson_Bonde.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/24/Carl_II_of_Sweden_15th_century_by_Bernt_Notke_1982.jpg/220px-Carl_II_of_Sweden_15th_century_by_Bernt_Notke_1982.jpg)
Karl Knutsson Bonde, pe Karl VIII, ganet en 1409 ha marvet e 1470, a oa roue Sveden. Roue Norge eo bet ivez evel Karl Iañ.
Rejant e voe da gentañ, gant an titl a Riksförestandare, etre 1438 ha 1440. Goude e voe Roue Sveden etre 1448 ha 1457), etre 1464 ha 1465, hag adal 1467 betek e varv en 1470. Roue Norge e voe e-pad un toullad mizioù, etre miz Du 1449 ha miz Mezheven 1450.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karl VIII a voe lavaret anezhañ abaoe amzer ar roue Karl IX abalamour d'un doare-niveriñ diazezet war c'hwec'h roue mojennel, ha n'eus ket bet anezho, anvet « Karl », hag o dije renet e Sveden, hep na ouzer pegoulz, hervez an Historia de omnibus Gothorum Sueonumque regibus skrivet gant Johannes Magnus er XVIvet kantved.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas.
- Birgitta Turesdotter (Bielke):
- Katarina Karlsdotter (Gumsehuvud):
- Kristina Abrahamsdotter:*