Karr-samm
Ur c'harr-samm, sammgarr pe kamion zo ur c'harbed gant rodoù hag ur c'heflusker (diesel peurvuiañ), brasoc'h eget ur c'harr-tan, hag a c'hall charreañ ur samm bras pe brasoc'h, pounner pe pounneroc'h.
A bep seurt kirri-samm a zo, hag evit kefridioù liesseurt : ar banngirri, ar c'hirri-marc'hadourezh, ar c'hirri-samm mezellañ (beton), ar skorngirri, an tumporelloù, ar beolgirri, kirri al lastez, ar c'hirri-distronkañ, ar c'hirri-samm-gavr, ar skraberez evit al labourioù foran...
Sammgarrer a vez graet eus ar bleiner karr-samm a-vicher. Ret eo kaout un aotre-bleinañ evit ober ar vicher-se. Reolennoù europat zo diwar-benn an amzer tremenet ouzh ar rod-stur.
Kalz micherioù a ra gant ukirri-samm : treuzdougerien a bep seurt met ivez ar saperien-pomperien, ar boliserien, ar vilourien, micherourien, hag all.
Saverien kirri-samm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renkadur | Saverien | Unanennoù |
---|---|---|
1 | Daimler AG (Mercedes-Benz, Freightliner, Unimog, Western Star, Fuso, BharatBenz) | 506,663[1] |
2 | Navistar International | 359,000[2] |
3 | Dongfeng | 336,869[3] |
4 | Tata | 317,780[4] |
5 | Volvo (Volvo Trucks, Mack, Renault, UD Nissan) | 207,475[5] |
6 | Volkswagen (MAN, Scania, Caminhões e Ônibus) | 179,035[6] |
7 | Hino | 162,870[7] |
8 | Paccar (DAF, Kenworth, Peterbilt, Leyland) | 154,700[8] |
9 | Iveco | 140,200[9] |
Sport
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hampionad Europa redadegoù kirri-samm a zo, da skouer war troiad ar Mañs. Troiad Kerlabo, e Kaouennieg (Bro-Dreger), a zegemer ur gevezadeg eus kampionad Frañs ar ralli kirri-samm.
Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Annual Report 2015. Daimler (2016).
- ↑ Form 10K Navistar International Corp.. US Securities and Exchange Commission (2016).
- ↑ 2015 Annual Report (PDF). Dongfeng (2016).
- ↑ 70th Annual Report 2015-2015. Tata (2016).
- ↑ Annual and Sustainability Report 2015 (PDF). Volvo (2016).
- ↑ Annual Report 2015 (PDF). Volkswagen (2016).
- ↑ Financial Reports for the Fiscal Year Ending (PDF). Hino Motors (2016).
- ↑ 2015 Annual Report (PDF). PACCAR (2016).
- ↑ 2015 Annual Report (PDF). CNH (2016).