Kevre Kolombia Vras
Neuz
![]() |
|
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f4/AGHRC_%281890%29_-_Carta_XI_-_Divisi%C3%B3n_pol%C3%ADtica_de_Colombia%2C_1824.jpg/220px-AGHRC_%281890%29_-_Carta_XI_-_Divisi%C3%B3n_pol%C3%ADtica_de_Colombia%2C_1824.jpg)
Kevre Kolombia Vras (Gran Colombia) a zo ur stad bet krouet e miz Kerzu 1819, e Kendalc'h Angostura, ur c’hevread a oa ennañ Venezuela, Kolombia, Panama hag Ecuador. Simón Bolívar a voe prezidant ar vro ha Francisco de Paula Santander an eilprezidant anezhi. Er bloavezhioù war-lerc’h e voe peurdrec’het ar Spagnoled : gant emgannoù Carabobo e 1821 ha Pichincha e 1822 e voe kreñvaet krog Bolívar war Venezuela hag Ecuador. Divodet e voe e 1831.