(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Kopernisian - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kopernisian

Eus Wikipedia

Ar marevezh diwezhañ eus istor douarel al Loar eo ar c'hopernisian. Mont a ra eus 1 000 milion a vloavezhioù 'zo betek hiziv. Krediñ a reer e oa paouezet an obererezh douarouriel e deroù ar c'hopernisian ha stokadoù kometennoù hepken a gemme douaroniezh al Loar. E-pad ar marevezh-se e voe furmet ar c'hraterioù roudennet evel krater Copernicus a verk e furmidigezh deroù ar marevezh.

Gant ejecta distaolet gant ur stokad e voe stummet ar roudennoù a gelc'h kraterioù yaouank al Loar. Gant tout ar c'hraterioù e oa roudennoù evel-se e deroù o istor met diverket e vezont goustadik gant stokadou arall ha mikro-meteoritennoù. War-dro Tycho emañ ar sistem roudennoù pennañ.

Ouzh an neoprotrozoeg hag ar fanerozoeg e klot ar c'hopernisian.


Marevezhioù eus Skeul amzervezhioù loarel :
Raknektareg - Nektareg - Imbrian Izel - Imbrian Uhel - Eratostenian - Kopernisian