(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Kunujenn - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kunujenn

Eus Wikipedia

Ur gunujenn zo ur gomz drouk graet da ober droug d'un den all pe goap outañ.

Kentañ skid krennamzerel anavet a ra anv a gunujennoù eo ar Chanson de Roland , ma vez kanet pouilh d'ar Sarazined. E brezhoneg e vez lavaret touiñ Doue evel ur Sarazin.

Darn eus un eoullivadur gant Hippolyte Delaroche : Charles I Insulted by Cromwell's Soldiers (1836 ).
  • Kunujañ pe kunujennañ an dud (diwar ur verb kunudiñ) pe kanañ pouilh dezho (diwar ar galleg kozh) a vez lavaret. Pouilhañ n'eo ket gwall anavezet.
  • Insultiñ zo anavezet mat avat, ha kavout a reer ar frazenn-mañ e-barzh levrioù Jules Gros: Me a vez gwelloc'h ganin insultiñ an dud evit mont d'ur pred-eured: muioc'h a blijadur am bez.
  • Huerniñ a gaver ivez er geriadurioù, a c'hallfe bezañ distagadur iferniñ e gwenedeg: c'hoantaat kas tud zo d'an ifern n'eo ket gwall gristen, met el lavaret a ra vad d'an den a-wechoù.
  • Hujaotal, e skridoù Dihunamb hag e Geriadur Vallée.
  • Foeltradiñ a zo ivez, d'ober foeltradennoù.
  • Laetaat a zo ivez e geriadurioù zo, d'ober laetaerezh. Letadoù a lenner e-barzh Etrezomp e brezhoneg dindan pluenn Job Jaffré[1].
  • Bleiziñ un den a c'haller ober ivez.

Doareoù kunujennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gunujenn n'eo ket mennet da vezañ leun a vadelezh, met d'ober droug, ha pa vez taolet kunujennoù d'an dud n'eo ket bleunioù int, ha da n'eus forzh piv e vez graet, ha diwar-benn n'eus forzh petra, mes kentoc'h diwar-benn an traoù-mañ:

  • o bout o chom e ti o mamm: mabig e vamm, leue e vamm
  • o boazioù: fri-butun, brammer lous
  • o broadelezh: gall brein, laer saoz, Leonad laer
  • o buhezegezh :
  • o deskadurezh : azen gornek
  • o dilhad: marmouz gwisket, truilhenneg,
  • o divergontiz: tra divergont
  • o dizampartiz:
    • mañchard, kleizier (distaget "kleicher"),
    • Daouarn yod !
  • o doug d'ar boeson:
    • lonker brein, lonk-e-sizhun, karg-e-doull, karg-he-zoull, kof gwin,
    • gouzoug frank, gouzoug karn,
    • korzailhenn frank
  • o drougiezh pe fallagriezh:
    • pezh fall, loen fall,
    • loen brein, loen put,
    • gagn lous, tamm gagn
    • boued ar groug,
    • diaoul(ez), hailhon, hailhevod, tamm teil, lorgnez
  • o emzalc'h : gaouiad, laer
  • o faourentez: laoueg, laouegez
  • o filpouzerezh: kazh gleb, gogez, klouarenn, klufenn gozh, kozh klufenn
  • o fizhoni: kraf-naon, tostenn gozh, preñv lous
  • o fouez: ankou krignet, blonegenn
  • o gouenn: beg du, kac'her-kraoñ
  • o leziregezh:
    • loen didalvez, pezh didalvez, lochore bras, lavagnon kozh, ampezer lostoù deñved
    • koll-boued, koll-e-voued, koll-e-vara, kac'h-moudenn
  • o ment:
    • kozh torgos (pe tagos)
    • lankon bras, lochore bras
    • penn tev, kof tev
  • o micher: troc'her-buzhug, troc'her-lann,
  • o naetadurezh pe loustoni:
    • louskenn, kalkenn
    • pemoc'h, bouc'h, loen lous,
    • revr gaoc'h, revr lous, loudourenn
    • kouilhourenn, ha dreist-holl gwiz kozh, ar gwashañ tra marteze a c'haller lavarout d'ur plac'h, a zo gerioù a denn ivez d'ar revelezh
  • o ziegezh pe o ganedigezh:
    • mab gast, mab gagn, mab ar wreg didalvez (e Loeiz Eunius)
    • tad an ardoù
  • o neuz:
    • penn boultouz, penn buoc'h, penn chatal, penn ki-saoz,
    • lagad luch, daoulagad ejen
    • fri lous, fri mic'hi, fri minaoued, fri togn,
    • kof yod, kof bier,
    • muzelloù kig-sall,
    • mezh-e-welout (ha mezh-he-gwelout), mezh ar vro, mezh an dud
    • revr gaoc'h, revr dev, revr kegin
    • troad pok
  • o noazusted: amprevan, mamm ar c'hwiled (Loeiz Eunius),
  • o oad: gast kozh, brammer kozh, gwrac'h dizantet
  • o relijion: revr wenn, ki du
  • o revelezh: liperez-pillig, pich null
  • o rogoni: bern kaoc'h, sac'h kaoc'h, poufer brein,
  • sioù o c'horf:
  • o sotoni: anduilhenn, babouzenneg, beulke, buoc'h (kaezh), droch ar pardon, genaoueg, glaourenneg, inosant(ez) (kaezh), kaezhig,
    • leue, leue-dour,
    • penn avelet, penn buoc'h, pen skañv;
  • o zeod: brigouilher, kozh klakenn, Mari glakenn, teod fall.

Penaos pakañ ur gunujenn bravikañ ma c'haller

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus nemet div reolenn a bouez:

  • E brezhoneg ne vez ket kunujennet gant anvioù-gwan (lous, fall, brein) implijet o-unan.
  • Ret eo kemer harp war un anv-kadarn:
    • pezh, penn, beg, revr, loen a servij kalz
    • anvioù ar c'horf, penn evel-just, met kof, teod, lagad, revr ivez zo ken talvoudus all
    • anvioù loened evel amprevan, azen, buoc'h, chatal, ki, leue, pemoc'h, zo talvoudus ivez.
    • an anvioù a echu gant -er (pe -erez) pe gant -eg (pe -egez) a zo mat-tre ivez: butuner brein, kofeg vil.

E gwirionez, n'eus forzh peseurt gerioù, pe dost, a c'hall bezañ implijet evel kunujenn ma vezont lavaret gant kred ha gred. Met evel evit deskiñ seniñ gant ar piano, ar gwellañ eo c'hoari alies evit mestroniañ ar benveg a-zoare.

... ac'hanout!

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h ar gerioù kunujenniñ dibabet mat e c'haller lakaat ac’hanout pe a zo ac’hanout (pe ac’hanoc’h), evel er frazennoù-mañ:

Lufr ha lusk a roer d'ar frazenn evel se.

... ma'z out!

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare all a zo da stummañ ur gunujenn vrav gant lakaat ma'z out! pe ma'z oc'h! en dibenn, evel pa lavarer: Lonker brein ma'z out!

Makez tamm ... !

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare all c'hoazh a blij d'an dud en ardremez Montroulez (pe Leoniz pe Tregeriz e vent) gant makez pe makez tamm evel e-barzh: Makez tamm gaouiad brein! Un doare-ober a c'haller erbediñ rak amprouet eo bet ken-ha-ken gant an teodoù distagellet en daou du d'ar stêr ha pep hini en deus kavet e gont gantañ.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mediaoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kement a dud fur eget moc’h bade’et — Insultes et disputes en breton, CD embannet gant Dastum Bro Dreger, 2006.
  1. Etrezomp e brezhoneg (1974-1975), pajenn 300.