Le Grand Chemin
Le Grand Chemin (An Hent Bras e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour breizhat Jean-Loup Hubert e 1986.
Paradise, an doare amerikan anezhañ bet sevenet gant ar filmaozourez stadunanat Mary Agnes Donoghue, a oa deuet er-maez d'ar 4 a viz Here 1991, an aktourien Melanie Griffith, Don Johnson hag Elijah Wood o c'hoari ennañ.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama,
- Skoazellerien-sevener : Jean-Charles Beleteau, Martine Durand hag Olivier Horlait,
- Senario ha divizoù : Jean-Loup Hubert, diwar eñvorennoù e yaouankiz en devoa kaset e Rodent (Liger-Atlantel),
- Produourien : Flach Films (Pariz), Selena Audiovisuel ha TF1 Films Production,
- Rener ar skeudenniñ : Claude Lecomte,
- Ijinour ar son : Bernard Aubouy,
- Aozer ar sonerezh orin : Georges Granier,
- Kinklour : Thierry Flamand,
- Gwiskamantoù : ,
- Frammer : Raymonde Guyot,
- Prantad filmañ : adalek ar 16 a viz Gouere betek ar 17 a viz Gwengolo 1986,
- Lec'hioù filmañ : Rodent (Liger-Atlantel),
- Deiziad dont er-maez : 25 a viz Meurzh 1987,
- Padelezh : 104'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù hanter-kant : Louis, ur Parizian bihan oaded a nav bloaz, a ya da dremen an hañvezh war ar maez, e Rodent nepell diouzh Naoned. Dougerez eo Claire, e vamm, ha kent mont da wilioudiñ e fiz he mab e Marcelle, ur vignonez dezhi hag a zo o chom gant he gwaz Pelo er gêriadenn-mañ eus Bro-Raez. Mankout a ra e dad d'ar paotrig na oar ket ez eo aet diouzh e vamm.
N'eo ket gwall blijusoc'h ar jeu etre Marcelle, bet kollet he babig nevez-c'hanet ganti, ha Pelo a glask ankouaat er banneoù muskadig e nac'h e wreg he gwele outañ. A-gevret gant Martine, e vignonez nevez hag a zo ur plac'hig diskuizh, e ra anaouedegezh Louis gant ur bedig dianav dezhañ penn-da-benn.
Goude bezañ klevet ha komprenet n'emañ ket e dad gant e vamm ken, tec'hel kuit a ra ar paotrig ha klask repu war toenn iliz ar barrezig. Saveteet eo gant Pelo a-barzh fin ar gont hag an darvoud-mañ a ra d'ar c'houblad tostaat an eil ouzh egile a-nevez. Da Bariz e tistro Louis hag e vamm, deuet d'e gerc'hat war-lerc'h ganedigezh hec'h eil bugel.
Roll ar gomedianed pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anémone : Marcelle,
- Richard Bohringer : Pelo,
- Antoine Hubert : Louis,
- Vanessa Guedj : Martine,
- Christine Pascal : Claire, mamm Louis,
- Raoul Billerey : an aotrou person,
- Pascale Roberts : Yvonne,
- Marie Matheron : Solange,
- Daniel Rialet : Simon,
- Jean-François Dérec : bleiner ar c'harr-boutin.
Goproù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un nebeud goproù a voe tapet gant Le Grand Chemin da-geñver lid ar Césars e 1988 :
- gwellañ aktour, bet deroet da Richard Bohringer,
- gwellañ aktourez, bet deroet da Anémone.