(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Leger - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Leger

Eus Wikipedia
Leger

Aber al Leger
Statud stêr
Hirder 68,4 km
Uhelder an eienenn 131 m
Kas keitat 5,08 m³/s
Gorread an diazad 495 km²
Bro(ioù) douret Kerne (div gumun) ha Treger
Diazad stêrioù
?
En em daol e Mor Breizh e Belleger
Ledander er genoù 495
Andon "Penn Leger" etre Boulvriag
ha Bulad
Adstêrioù Ar Gwig e Benac'h


Al Leger a zo ur stêr a red en hanternoz Breizh, a-hed 59.8 km eus hec'h andon betek Lannuon, hag en un aber 8.6 km betek ar mor, ar pezh a ra 68.4 km en holl[1]. Eieniñ a ra e "Penn Leger" etre Boulvriag ha Bulad. En em deurel a ra e Mor Breizh e Belleger. Treuziñ a ra kêrioù Benac'h ha Lannuon. He diazad doureier a ya d'ober 495 km² en holl. 5.08 m³ eo he fonnder etre[2].

Ouzhpenn an anv boas Leger, testeniet-mat, e kaver ivez ar stumm Gwer evit envel ar stêr[3]. Ar stumm-se a gaver ivez e galleg, Guer[4]

Kumunioù douret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Fonnder krenn miziek (m3/eilenn)
Savlec'h hidrologel : Plûned
(Roadennoù dastumet diwar 16 vloaziad)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Niverenn 19 "Taboulin" gouestlet d'al Leger, embannet gant TES.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Teuliad Eaux et rivières de Bretagne [1] (pdf)
  2. Teuliad "Eaux et Rivières", ibid.
  3. "Klevet em eus tud o lavarout ar Gwer evit ar stêr a zo anavezetoc’h dindan an anv Leger", Frañsez Kervella, e-barzh Hor Yezh niv. 136, p. 35, 1980
  4. "Le Léguer est désigné à Lannion seulement sous le nom de Guer", J. Rigaud : Géographie historique des Côtes du Nord, 1890