(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Leonidas - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Leonidas

Eus Wikipedia

Leonidas (henc'hresianeg: Λεωνίδας, "Mab leon", "Heñvel ouzh ul leon"), marvet d'an 19 a viz Gwengolo -480, a oa ur roue eus Sparta, ar seitekvet eus lignez an Agiaded, un tiernac'h ag a ziskennfe ag an hanterzoue Herakles. Mab ar roue Anaxandridas II e oa, ha goude marv e lezvreur Kleomenes Iañ e kemeras ar galloud e 489 kent J.K. tra ma oa Leotychidas an eil roue. Eurediñ a reas merc'h Kleomenes, Gorgo.

Ur roll a bouez en doe e kerzh an eil brezel etre ar c'hresianed hag ar bersianed, e lec'h ma renas e wizion davet Emgann an Termopiloù e 480 kent J.K. da zifenn an arroud a-enep al lejionoù persian divent. Leonidas hag e 300 kenvroad a stourmas start o lazhañ kantadoù a bersianed a-raok ma yeas an holl d'an Anaon. Daoust ma voe aet an trec'h gant ar bersianed, ar c'hresianed a deuas a benn o argasiñ ag ar vro e kerzh ar bloaz kentañ. A-c'houde e gurioù e teuas da vout un haroz brudet betek hon amzer.


Er sevenadur poblek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]