(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Lollia Paulina - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Lollia Paulina

Eus Wikipedia

Lollia Paolina (15-49) a oa trede pried an impalaer roman Caligula e-pad c'hwec'h miz en 38.

He fried kentañ e oa Publius Memmius Regulus, konsul en 31, gouarnour da c'houde; meneget eo gant Tacitus evel un den a vrud vat. Mervel a reas en 62.

Ur pennadig goude marv e c'hoar Drusilla, en 38, e fellas d'an impalaer Caligula ober da Memmius terriñ e eured gant Lollia. Hervez Suetonius en dije graet dezhi dont eus Moesia ma oa o chom gant he fried gouarnour, dre m'en devoa klevet e oa kaer-kenedus he mamm-gozh. C'hwec'h miz goude e tispartias diouti dre ma ne c'helle ket Lollia kaout bugale. Difenn a reas outi kousket gant ur gwaz all, na tostaat ouzh hini.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]