Málaga
Rann eus | Q100593697, Málaga-Costa del Sol ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1834 ![]() |
Anv ofisiel | Málaga ![]() |
Anv er yezh a orin | Málaga ![]() |
Anv annezidi | malagueño, malagueña, Malaguène, Malaguène ![]() |
Stad | Spagn ![]() |
Kêr-benn eus | Proviñs Málaga, Málaga-Costa del Sol, Taifa of Málaga ![]() |
Kêr-benn | Málaga City ![]() |
E tiriad | Proviñs Málaga ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 ![]() |
War ribl | Mor Kreizdouar ![]() |
Daveennoù douaroniel | 36°43′0″N 4°25′0″W ![]() |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Málaga ![]() |
Penn an aotrouniezh | Francisco de la Torre Prados ![]() |
Contains settlement | Málaga City ![]() |
Perc'henn war | Palacio Deportes José María Martín Carpena, La Rosaleda Stadium ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Malaca ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Málaga ![]() |
Kod-post | 29001–29018 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.malaga.eu/ ![]() |
Banniel (deskrivadur) | Symbols of Málaga ![]() |
Ardamezioù | Symbols of Málaga ![]() |
Istor | history of Málaga ![]() |
Sant paeron | Our Lady of Victory, Ciriaco and Paula ![]() |
Ekonomiezh an danvez | economy of Málaga ![]() |
Kod pellgomz an takad | 95 ![]() |
Kod plakenn varilh | MA ![]() |
Category for the view of the item | Category:Views of Málaga ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Málaga ![]() |
![Map](https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,36.716666666667,-4.4166666666667,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=M%C3%A1laga&revid=2103881&groups=_b061253e105eec4081f421271e7f436676543b17)
Málaga eo kêr-benn Proviñs Málaga, en Andalouzia, e kreisteiz Spagn, war aod ar Mor Kreizdouar. Eil kêr vrasañ Andalouzia eo gant 568 305 annezad e 2009 ha 578 460 e 2020. Diazezet e voe en VIIIvet kantved kt JK gant ar Fenikianed, se zo kaoz eo unan eus kêrioù koshañ Europa.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Elfennoù moneizoù eo an dielloù koshañ a hañval ober meneg eus Málaga, peogwir e vefe bet ur stal-gognañ er c'horn-bro e-pad ar marevezh punek. Ar ger 𐤌𐤋𐤊𐤀 a vez kavet war ar pezhioù moneiz-se, translizherennet mlkʾ, ar pezh a derevfe, hervez an damkaniezh wirheñveloc'h, diouzh ar pennrann semitek *m-l-k : «bezañ roue, ren, kaout damani». Kement-se a ziskouez moarvat edo war dakad Málaga un idoldi pe azeuldi (templ) evit enoriñ un doueez, Astarte sur a-walc'h ("rouanez an neñv" a vez graet deus outi e-barzh an doueedoniezh semitek). Kerkent hag ar XVIIvet kantved, e oa bet displeget gant an istorour Martín de Roa e teu ar ger Malaca eus an hebreeg מלכה *malkah «rouanez», o tiazezañ e deorienn war arroudenn Strabon hag a lavare kement-mañ diwar-benn ar gêr : "priñsez e-touez ar re all war an aod-mañ". Implijet eo ivez gantañ an arguzenn lizheregouriezhel (filologiezhel) o tiskouez e oa heñvel ster anv ar gêr en arabeg : "Ar Maoured a anve anezhi gant ar memes ger : Malaq i al natural della Malaqui, al rey Meliq...».[1] Ma soñjer eo diazezourien kêr Valaka a orin eus Tir e Fenikia, o c'houzout e oa doue pennañ ar gêr-se Melqart mlk-qrt (roue + kêr), ha goude ma vez gwelet war pezhioù moneiz stal-gognañ Malaka un azeuldi en tu garenep ha skeudenn un doue en tu penn, degas a ra d'an arbennigourion hag d'an istorourien da soñjal e oa gouestlet an azeuldi-se hag an anv kêr d'an doue pennañ-se. [2]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hiet eo Málaga war an aod e kornôg ar Mor Kreizdouar hag e su al Ledenez iberek. Emañ war-dro 100 km er reter da Strizh-mor Jibraltar, 130 km er reter da Darifa, ha war-dro 130 km en hanternoz da aodoù Afrika. War un dachenn a 398,25 km² en em astenn ar gumun, e Menezioù Málaga en Norzh, hag e Traoñienn ar Guadalhorce er c'hornôg. E kreiz ur pleg-mor emañ, gronnet gant menezigi (aradennadoù menezioù) : Sierra Mijas ha Menezioù Málaga. E Málaga emañ div stêr oc'h en em deurel er mor : ar Guadalhorce hag ar Guadalmedina.
Arouezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Alcazaba, kreñvlec'h savet gant an Hammudited en XIvet kantvet.
- An Iliz-veur, Catedral de la Encarnación
- Kastell Gibralfaro
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mobile (Alabama) (SUA)
Tanger (Maroko)
El Aaiún (Maroko)
Passau (Alamagn)
Manila (Filipinez)
Galveston (SUA), e Teksas
Popayán (Kolombia)
Tir (Fenikia) (Liban)
Zacatecas (Zacatecas) (Mec'hiko)
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Manuel Altolaguirre (1905-1959), skrivagner
- Pablo Picasso (1881-1973), livour
- Antonio Banderas (e 1960), aktour
Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Pedro Rodríguez Oliva, levr Historia de Málaga. Málaga en la antigüedad, Prensa Malagueña S.A.,2007
- ↑ Kavadennoù diwezhañ diwar-benn bezañs fenikianes ha Kartadidi er C'hornôg embannet gant Skol-veur Madrid d'an 26 a viz Du 2011], diell Webarchive d'an 8 a viz Kerzu 2011.