(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Majorian - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Majorian

Eus Wikipedia
Majorian
den
Rann euslast emperors Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFlavius Iulius Valerius Maiorianus Kemmañ
Deiziad ganedigezh420s Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoman Gaul Kemmañ
Deiziad ar marv7 Eos 461 Kemmañ
Lec'h ar marvTortona Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvstabbing Kemmañ
KarMaiorianus Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Micherrener Kemmañ
KargWestern Roman emperor, senedour roman Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
PrantadLow Roman Empire Kemmañ
Pezhioù en anv Maiorianus

Flavius Iulius Valerius Maiorianus, pe Majorian (420 - 7 a viz Eost 461) a oa impalaer roman ar C'hornôg eus 457 da 461. Eñ eo an impalaer diwezhañ a vrezelas c'hoazh er pezh a chome eus an impalaeriezh da neuze (Italia, kreisteiz Gallia, aod kreizdouarel Hispania).


Brudet e voe evel jeneral ha trec'her war ar Franked hag an Alemanni. C'hwec'h miz goude ma oa bet kaset Avitus kuit eus ar galloud e voe embannet da impalaer gant Ricimer, ar pezh a voe abeg a dabut gant impalaer ar reter Leon Iañ a wele anezhañ evel ur skraper.

E-pad 4 bloaz e renas Maiorianus, hag adkemer a reas un darn eus Hispania hag eus su Galia, talañ ouzh ar Vizigoted, Burgonded ha Suevi.

Goude bezañ diarbennet un argad gant ar Vandaled e Campania e prestas ul lu vras a c'hoprsoudarded c'herman da aloubiñ Afrika. Faezhañ a reas Teodorig II, roue ar Vizigoted ha gantañ e kevreas da argasiñ ar Vandaled. Tra m'edo o treuziñ Spagn avat, e voe distrujet e vorlu dre dreitouriezh. Tost asur eo e oa Ricimer e-unan a gelaouas ar vandaled evit ma vefe riset an oberiadur-brezel.

Hervez an istorour saoz Edward Gibbon, "[Majorian] presents the welcome discovery of a great and heroic character, such as sometimes arise, in a degenerate age, to vindicate the honour of the human species".

Kouezhadenn ha marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distroadet e voe gant emsavadeg e soudarded d'ar 7 a viz Eost 461 e Lombardia. Un irienn a oa bet kaset da benn gant Ricimer. Hennezh, barbar patricius ha magister militum, o profitañ e oa pell an impalaer diouzh Italia, en doa strollet tro-dro dezhañ enebourien an aristokratelezh roman. Lezennoù Maiorianus o devoa diskouezet dezho e oa un impalaer gwirion prest da adsevel un impalaeriezh kreñv met a save neuze a-enep o interestoù.

Kartenn impalaeriezh Roma e 460

Goude bezañ chomet en Arelate, e lec'h pennañ e-fin an oberiadur-brezel a-enep ar Vandaled en Hispania, Majorian a zivodas e lu goprsoudarded barbared hag ambrouget gant nebeut gwarded a zistroas da Roma. Erruet eno, e soñje dezhañ kenderc'hel gant ar reizhadurioù ret. Ricimer a yeas da gejañ gantañ ambrouget gant ur bagad soudarded; ar magister militum a gejas gant an impalaer e-kichen Tortona (tal-kichen Piacenza, lec'h ma oa bet muntret Avitus). Harzet e voe ha distroadet d'an 3 a viz Eost.

An impalaer a voe tennet dezhañ e dilhad hag e gurunenn, skoet ha jahinet. Goude pemp devezh, Majorian a voe dibennet e-kichen ar stêr Iria (d'ar 7 a viz Eost 461). Oadet e oa a 40 vloaz ha bet impalaer e-pad pevar bloaz.

Un impalaer re kempenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-fin e ren Majorian a oa rivinet, e holl arc'hant a oa bet implijet evit adsevel an impalaeriezh ha reiñ nerzh d'al lu roman. Dre forzh klask adreizhañ al lezennoù hag an impalaeriezh e oa savet interestoù lies a-enep dezhañ. Ouzhpenn da-se Ricimer a oa dipitet o welet e teue e gañfard a-benn war goust e brud dezhañ.

Al legion ziwezhañ, distro Majorian da Roma e 460
  An Impalaerien roman  
Impalaeriezh roman ar C'hornôg
En e raok :
Avitus
Majorian
(457) - (461)
War e lerc'h :
Libius Severus
Heuliad Henroma