Manuel Neuer
Neuz
Manuel Peter Neuer, bet ganet d'ar 27 a viz Meurzh 1986 e Gelsenkirchen (Alamagn), a zo ur melldroader etrebroadel alaman.
Diwaller-pal e bost dezhañ war an dachenn, c'hoariet en devoa evit FC Schalke 04 eus 2006 da 2011 a-raok mont da FC Bayern München.
Dilennet eo bet da wellañ diwaller-pal ar bloavezh 2013 gant an IFFHS, o kemer lec'h ar c'hoarier spagnol Iker Casillas bet loreet pemp gwech diouzh renk.
Kemeret en deus perzh e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 2010 bet aozet e Suafrika ma voe ranket skipailh broadel Alamagn da drivet,
- Kib vell-droad ar bed 2014 bet aozet e Brazil ma'z eo aet ar maout gant skipailh Alamagn evit ar pedervet gwech. Deroet eo bet ar Vaneg aour[1] dezhañ, bet krouet da c'hoprañ gwellañ diwaller-pal ar genstrivadeg.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Priz Lev Yachin kent.