Marevezh Edo
Marevezh Edo zo ur prantad eus istor Bro-Japan a oa stabil ha peoc'hus a-walc'h dindan ren strizh ar c'hlann Tokugawa en Edo[1]. Kregiñ a ra war-dro 1600, pa gemer Tokugawa Ieyasu ar galloud goude Emgann Sekigahara, hag echuiñ a ra war-dro 1868 gant an adsav Meiji.
An Dokugawaed er galloud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1603, an impalaer Go-Yōzei (1571-1617) a lakaas Tokugawa Ieyasu da shōgun ; daou vloaz diwezhatoc'h, e 1605, Ieyasu a zilezas e garg evit he zremen d'e vab ; boulc'het e oa an dinastiezh Tokugawa neuze.
Diaes a-walc'h e voe d'ar re Dokugawa startaat o c'hrog war ar vro. E deroù ar bloaz 1609, ar shōgun a aotreas Shimazu Tadatsune (1576-1638), daimyō Satsuma-han ("Damani Satsuma") da aloubiñ Rouantelezh Ryūkyū, an enezeg a zo etre Kyūshū hag Enez Taiwan : nac'het he devoa ar rouantelezh paeañ truaj d'ar shōgunelezh nevez peogwir e paee trujaj da Sina dija, goude meur a anoazh all abaoe m'he devoa nac'het kemer perzh en aloubidigezh Korea. E miz Meurzh e krogas an emgannoù, hag e miz Mae e voe trec'h Tadatsune. Betek 1872 e voe Rouantelezh Ryūkyū ur Stad dizalc'h hag a rente gwazoniezh koulz da Sina ha da Satsuma-han[2],[3].
Ar shōgun Ieyasu a lakaas seziz war Osaka (miz Du 1614 – miz Genver 1615 ha Mae – Mezheven 1615) evit mougañ enebebiezh klann Toyotomi, a voe faezhet betek mont da get[4].
Er bloaz 1615 end-eeun ez embannas ar shōgunelezh en Edo un aradennad lezennoù, en o zouez ar buke shohatto (
Didruez e voe ar shōgunelezh Tokugawa da lakaat ar peoc'h da ren er gevredigezh. Lakaat a raed kastizañ pep felladenn, bras pe vihan, dre dibennidigezh, kroazstagadur pe boazhadur : doujet-kenañ e oa pep samourai, pa c'helle lazhañ un dinobl abalamour d'an disterañ dismegañs ; ar felladennerion a renk uhel a veze rediet da seveniñ seppuku[6].
Dre ma veze gwelet ar gristeniezh evel ur galloud gourdrouzus e voe moustret, betek bout lakaet er-maez lezenn a-c'houde emsavadeg Shimabara (
Japan a brenn an nor ouzh an estren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adalek 1633 betek 1639, ar bakufu dindan ren ar shōgun Tokugawa Iemitsu (1604-1651) a embannas politikerezh ar sakoku (
Izelvroiz (protestanted anezho) e voe an Europiz nemeto a voe gouzañvet e Japan ; aotreet e voent da virout ur c'hontlec'h en Enez Dejima, un enezenn 9 000 m² bet savet gant an dud, a oa bet e dalc'h Portugaliz nepell diouzh Nagasaki. Sina ha Korea e oa an div vro all a oa aotreet da genwerzhañ[6]. Kalz levrioù estren e voe berzet o gwerzhañ e Japan.[1]
Degouezh ar Shogunelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas ar shōgunelezh da wanaat[6]. Echu e oa gant an araokadennoù er gounezerezh[4], ha dister e voe mererezh an naonegezh Tenpō (
.
D'an hevelep mare e teue mennozhioù Europa ar C'hornôg d'ar bobl dre ar rangaku (
Diwezh ar Shogunelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tousmac'h bras a savas e Japan e 1853 pan erruas ul lestraz eus ar Stadoù-Unanet renet gant ar c'homodor[11] Matthew C. Perry (1794-1858). Kaset e oa bet da Japan gant gouarnamant SUA evit terriñ emglozadur ar vro. Ar shōgunelezh n'he devoa difenn ebet enep ar c'hanolioù modern, hag e rankas neuze plegañ da urzhioù en estrenien nevez : reiñ aotre d'al listri amerikan d'en em bourveziñ ha da ober kenwerzh e porzhioù Bro-Japan[6]. Galloudoù ar C'hornôg a redias an dierniezh Qing e Sina, Impalaeriezh Rusia ha Japan da sinañ ar pezh a voe anvet "feurioù-emglev digempouez" gant Sinaiz ; Japan a voe rediet da lezel Kornôgiz da ober o annez er vro, hep lakaat kresk war prizioù ar marc'hadourezhioù enporzhiet ha ne oant ket aotreet kas Kornôgiz dirak ul lezvarn[1]
.
Pa ne c'halle ket ar shōgunelezh enebiñ e voe brouezet kalz Japaniz, re ar Su dreist-holl[6]. Dindan levezon al luskad broadelour kokugaku, kalz samouraied a savas a-du gant al lugan son'nō jōi (
Kevredigezh ha sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levezonet-don e oa klann Tokugawa gant an nevez-konfusianegezh a skorent. Rannañ a rejont ar gevredigezh e peder rann, ar peder micher (
A-hed kentañ kantved ren ar c'hlann Tokugawa e kreskas poblañs Japan daougement, betek tri milion a dud, abalamour d'ar gounezerezh dreist-holl ; stabil e chomas betek diwezh ar marevezh[4]. Hentoù ha pontoù a voe savet, lamet e voe ar gwirioù treizh warno, un doare moneiz hepken a voe skoet, kement-se holl a lakaas ar c'henwerzh da vleuniañ[4]. Muioc'h a dud a voe er c'hêrioù, met tost da 90% eus ar boblañs a oa o chom war ar maez[14],[1]. Diorroet e voe ar varregezh da lenn, da skrivañ ha da gontañ e-touez kêriz koulz ha maezidi. Kalz skolioù prevez a voe savet, en-dro d'an azeuldioù pergen, ha hepdale e voe 30% a dud desket — moarvat ar feur uhelañ er bed d'ar mare-se.[6] — ha dre-se e kreskas kalz an niver a levrioù embannet, betek kantadoù bep bloaz[14]. A-fet gouzout kontañ, muioc'h-mui a dud a voe gouest da reiñ o oad gwirion, ar pezh a oa a-live gant Europiz ar C'hornôg. A-hed an XIXvet kantved e veze gouest 100% a Japaniz da gontañ reizh. A-drugarez d'an izel ma oa an dislennegezh enni e c'hallas Japan ober finborte er c'hantved da-heul[15].
A-feur ma pinvidikaas ar genwerzhourion a-hed ar Marevezh Edo e krogjont da bostañ arc'hant er sevenadur hag er gevredigezh[16],[17]. Lod anezho a oa madoberourion a rene ur vuhez vlizelour a veze graet ukiyo (
Poblek ivez e teuas da vezañ ar pezhioù-c'hoari kabuki (
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 ha1,6 Perez, 1998.
- ↑ Turnbull 2006.
- ↑ Kerr 2018
- ↑ 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 ha4,5 Totman, 2014
- ↑ 5,0 ha5,1 McClain 2001.
- ↑ 6,00 6,01 6,02 6,03 6,04 6,05 6,06 6,07 6,08 6,09 ha6,10 Henshall 2012.
- ↑ Chaiklin 2013.
- ↑ Sims 2002.
- ↑ Walker 2015.
- ↑ 10,0 10,1 10,2 10,3 10,4 ha10,5 Hane & Perez 1991
- ↑ Ofiser er morlu e Breizh-Veur, en Izelvroioù pe er Stadoù-Unanet, dindan urzhioù un isamiral ; 1760, eus (nl) kommandeur, dre (fr) commandeur.
- ↑ Gordon 2009
- ↑ Collcutt 1983.
- ↑ 14,0 ha14,1 Jansen 2002.
- ↑ Baten 2016
- ↑ Karan 2005.
- ↑ Hirschmeier & Yui 1975
- ↑ Dalby 2000.
- ↑ Crihfield 1983.
|