(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Maschinenpistole 40 - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Maschinenpistole 40

Eus Wikipedia
Maschinenpistole 40
Skeudenn ar pennad Maschinenpistole 40

ur Maschinenpistole 40
Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher aotomatek
Munision 9 × 19 mm Parabellum
Produerien ERMA
Steyr
Haenel
Mare implij 1940–1945 (gant an Trede Reich), brezelioù all dibaoe
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,03 kg
Mas (karget) 4,70 kg
Hirder 630 mm (lamm pleget), 833 mm (lamm dibleget)
Hirder ar c'hanol 250 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 100 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 380 m/s
Lusk-tennañ 500 tenn/mn
Endalc'h Karger-fiñv 32 gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Maschinenpistole 40, anvet alies MP40, zo ur bistolenn-vindrailher alaman kambret evit ar munision 9 × 19 mm Parabellum. Deveret eo eus an MP38 hag eus an MP 38-40. Ar memes doare kulasenn zigor hag hini an MP38 he deus met simploc'h e oa he froduiñ. Ouzhpenn 1,2 milion a MP38, MP 38-40 hag MP40 zo bet produet en Istor. Unan eus armoù hiniennel anavezetañ an Eil Brezel-bed eo.

An MP38, MP 38-40 hag MP40 a voe ijinet gant Heinrich Vollmer en uzin armoù ERMA (Erfurter Maschinenfabrik Geipel) en Erfurt. Diazezet e oa war an MP36, ijinet gant Hugo Schmeisser. Lesanvet e voe dre fazi an MP 40 « Schmeisser » gant ar soudarded amerikan, pa ne oa ket eñ ijinour an arm.[1]

Produet e voe en uzinoù ERMA, gant C.G. Haenel e Suhl (Alamagn) ha gant an embregerezh Steyr e Steyr (Aostria) betek miz Here 1944. 746.000 skouerenn anezhi a voe savet.

E dibenn ar bloavezhioù 1930 e voulc'has an Trede Reich produiñ e brasniver an MP38, he doa diskouezet bezañ talvoudus war dachennoù-emgann Brezel Spagn.

An MP38 a oa an arm kentañ er bed dezhañ ul lamm blegus e dir. Ur perzh mat e oa hervez ar Wehrmacht peogwir e oa akomotoc'h d'ar soudarded karget e-barzh kirri-houarnet evit ar Blitzkrieg da zont.

Dre uzinaj e veze produet an MP38, setu e ranked kaout labourerien stummet mat ha danvezioù kentañ a galite uhel evit he sevel. Gwellaet e voe ar jeu gant an MP 38-40, met en ur zegas teknikoù-produiñ nevez (koagañ, soudadur dre boentoù) evit an MP40 e c'hallas an Alamagn produiñ anezhe e brasniver.

An MP38-40 a zegase araokadennoù bras e-keñver ar pistolennoù-mindrailher all produet betek neuze. Ouzhpenn al lamm blegus e voe implijet bakelit, marc'hadmatoc'h hag aesoc'h da labourat evit ar c'hoad, evit ar grogenn ha plakennoù an dornell. Aluminiom ha dir koaget a voe implijet forzhik en MP38 hag en MP40 ivez.

Dasparzhet mat e oa pouez an arm etre an dornell ha toull ar c'harger, ha kempouez e oa an MP40. Ne oa ket uhel-tre he lusk-tennañ (500 tenn/mn). Abalamour da se e oa stabil a-walc'h pa veze tennet ganti a-dennadegoù.

Daou si nes a oa gant an MP40 memestra. En he c'harger e oa dasparzhet an 32 gartouchenn war div golonenn pa oa pourveziet an arm war ur golonenn nemetken e krec'h ar c'harger. Pa oa lous ar c'hartouchennoù e c'hoarveze dezhe pegañ an eil ouzh eben ha chom a rae bout an arm. Kudennoù surentez a oa ivez dre ma ne c'halled ket stankañ ar gulasenn war stummoù kentañ an arm : a-wechoù e c'hoarveze d'ur gartouchenn bezañ kambret hec'h-unan ha riskloù a oa e vefe tennet ur boled en ur mod dic'hortoz. Adalek 1941 e voe ouzhpennet ur sistem da stankañ ar gulasenn war an armoù nevez-broduet.

Soñjet e oa bet reiñ pistolennoù-mindrailher MP 38 da vagadoù ar c'hirri-houarnet nemetken, met dre ma reas berzh e voe implijet tamm-ha-tamm gant rannoù all eus an arme alaman. Daoust d'ar pezh a weler er filmoù istorel a-wechoù, ne oa ket pourveziet an holl soudarded alaman gant MP40 : peurliesañ e veze unan gant an is-ofiser a oa e penn ur gevrenn hag e rae ar soudarded all kentoc'h gant karabinennoù Mauser 98k.

C'hwec'h karger a veze pourveziet gant pep arm. Ar soudarded alaman a oa war o lifre div c'hodellad tri c'harger, unan a bep tu d'o c'hof.

Ur soudard alaman gantañ un MP40 (Rusia, 1944).

Goude an Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lod eus an MP40 a voe kaset da Balestina goude ar brezel evit pourveziañ an arme israelian da zont. Harzlammerien ar vro a implijas an arm en ur mod ofisiel betek 1956.

An arme c'hall a implijas kalz MP40 ivez da vare brezel Indez-Sina. Priziet e oa gant an harzlammerien. Er bloavezhioù 1960 e voe tennet an arm eus stokoù an arme.

Skouerennoù eus an MP40 a voe implijet e 1999 da vare brezel Kosovo. Lod a zo bet gwelet memes en emgannoù brezel Siria e fin ar bloavezhioù 2010.[2]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) GUILLOU Luc, German Submachine Guns 1918-1945, Schiffer Publishing, 80 p. ISBN 9780764354861
  • (fr) LES PM ALLEMANDS 1918/1945, Gazette des Armes HS n°19, miz Even 2012, 80 p.
  1. (fr) HENROTIN Gérard, Le pistolet mitrailleur allemand MP40 expliqué, HLebooks.com, 2016
  2. (en) MP40 sub-machine gun in Syria war TheFireArmBlog.com, 06/04/2017 (lennet d'ar 24/01/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan