Montreal
Montreal Montréal | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Melestradurezh | |||||||
Riez | Kanada | ||||||
Proviñs | Kebek | ||||||
Rannvro | Montreal | ||||||
Maerez | Valérie Plante (16/11/2017 →) | ||||||
Diazezet Kêr Meurgêr |
17 Mae 1642 1832 1 Genver 2002 | ||||||
Douaroniezh | |||||||
45° 30' 32" N – 73° 33' 42" K | |||||||
Gorread • Kêr • Meurgêr |
365,65 km² 4 360 km² | ||||||
Uhelder • Uhelañ • Izelañ |
233 m 6 m | ||||||
Poblañs (2021) • Kêr • Meurgêr |
1 762 949 (2021) 4 291 732 (2021) | ||||||
Stankter (2021) • Kêr • Meurgêr |
4 821 984 | ||||||
Gwerzhid-eur | UTC-5 (Goañv) UTC-4 (Hañv) | ||||||
Internet | ville.montreal.qc.ca |
Montreal[1] (Montréal e galleg, distaget [mɔ̃ʁeˈal] e galleg standard, Montreal e saozneg, distaget [ˌmʌntriˈɔːl]) eo kêr vrasañ Kebek hag eil kêr Kanada gant ouzhpenn 1,8 milion a annezidi war 365,65 km². An tolead kêr a vod 4,3 milion a dud, tro an hanter eus poblañs Kebek[2]. Tennañ a ra hec'h anv eus ar "Mont Royal" (Menez ar Roue), ur dorgenn a-us da greizenn istorel ar gêr badezet gant Jakez Karter e 1535-1536.
Kalon armerzhel, kenwerzhel hag arc'hantel Kebek eo. Ouzhpenn 400 sez sokial he deus, c'hwec'h skol-veur ha 450 kreizenn enklask. Ur greizenn sevenadurel a-bouezh eo ivez evit ar c'hoarioù video, ar sinema hag an dezign. Ar galleg eo yezh ofisiel ar melestradurezh hag ar yezh ar muiañ komzet er gêr. Ouzhpenn an hanter eus ar boblañs zo divyezhek, hag ar c'hard zo teiryezhek.
Sez meur a aozadur etrebroadel eo : Aozadur etrebroadel an nijerezh foran, Ensavadur stadegoù an UNESCO, sekretourva ar C'hendivizad war liesseurted ar vuhez , Ajañs bedel an enepdoperezh.
Degemeret he deus an Diskouezhadeg Hollvedel e 1967 hag ar C'hoarioù Olimpek hañv e 1976. Bep bloaz e vez savet darvoudoù bras evel Priz Bras kirri Kanada ha festivalioù a bep seurt evel Festival etrebroadel jazz Montreal, ar "Francofolies" ha "Juste pour rire". "Kanadianed Montreal", skipailh hoke war skorn ar gêr, eo skipailh oberiant koshañ Amerika.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Brezhonekaet e Krec'h-ar-Roue gant Jakez Konan ; sellit da skouer ouzh an danevell "O vont da Lenn-ar-C'hlujiri" e Lannevern e kañv, p. 189.
- ↑ Série « Perspective géographique », Niveradeg 2016, 2 a viz Ebrel 2017.