(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Norseg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Norseg

Eus Wikipedia
norseg
yezh varv, yezh istorel, yezh aet da get
Iskevrennad eusyezhoù skandinavek Kemmañ
Arvezsevenadur norsek Kemmañ
StadNorvegia, Sveden, Danmark, Island Kemmañ
Daveennoù douaroniel63°25′12″N 10°22′48″E Kemmañ
Raklec'hiet gantkentnorseg Kemmañ
Heuliet gantnorneg, Old Swedish Kemmañ
Linguistic typologyMentadur hervez an taol-mouezh, yezh enteuzel Kemmañ
En deus an troadoù yezhoniezhtroad nominativel, genitivel, troad dativel, troad ablativel Kemmañ
Reizh yezhadurelgourel, benel, nepreizh Kemmañ
LizherennegLizherenneg latin, Runoù, Younger Futhark Kemmañ
Kod yezh Wikimedianon Kemmañ
Map
An takad ma veze komzet norseg ha yezhoù kar en Xvet kantved. Takad norseg ar c’hornôg zo livet e ruz, takad norseg ar reter zo livet en orañjez. E roz emañ takad norseg Gotland hag e gwer takad ar yezhoù germanek all.

Ur yezh c’hermanek e oa an norseg. Kaozeet e veze e Skandinavia hag er broioù all bet aloubet gant ar Vikinged, betek ar XIVvet kantved.

Anavezet eo ganeomp gant testennoù eus Island dreist-holl (ar sagaoù), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornôg, komzet dreist-holl en Island hag e Norvegia, a anavezer ar gwellañ.

Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e Danmark ha Sveden. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez Gotland, an hini a anavezer an nebeutañ.

Ar runoù koshañ a vije skrivet e norseg a sav d’ar bloavezh 700 pe war-dro. Mare klasel an norseg a lakaer en XIIvet ha XIIIvet kantved. D’ar mare-se e voe skrivet an darn vrasañ eus sagaoù Island, ken brudet. Betek an XIIIvet kantved e c’helle komzerien ar rannyezhoù-se en em gompren etrezo : ur yezh hepken e oa evito, anvet ganto dansk tunga (er reter) pe dönsk tunga (er c’hornôg), ar pezh a dalvez "yezh danek".

Goude se ez eas ar yezh war an diskar, war ar c’hevandir. Tamm-ha-tamm ne oa mui an norseg nemet yezh al lenneien, dreist-holl menec’h. E Norvegia e varvas kalz anezho gant ar vosenn goude 1370. Ar yezh komzet a oa aet war eeunaat. Deuet e oa da vezañ disheñvel e Danmark, e Sveden hag e Norvegia. Ar c’hrennnorvegeg a veze skrivet alies gant tud deuet eus Danmark pe Sveden. En Island e chomas digemm a-walc’h an norseg betek 1500 pe war-dro. Goude se e komzer eus an islandeg. Koulskoude eo chomet tost an islandeg modern d’ar yezh-vamm, tost a-walc’h evit ma c’hellfe Islandiz kompren ar sagaoù.

Betek 1150 pe war-dro e veze skrivet an norseg gant lizherennegoù runek. Ur wech ma voe kristenaet e gomzerien, e rejont gant al lizherenneg latin. Dalc’het e voe d’ober gant ar runoù evit enskrivadurioù berr e-pad ur pennad c’hoazh, koulskoude.

Heñvel e oa henyezh Norvegia ha hini Island, norseg ar c’hornôg. Ar yezh-se en em ledas en trevadennoù savet gant Vikinged deuet eus Norvegia, en Inizi Faero, e Greunland, en Enez Vanav pe war aodoù Bro-Skos. Graet e veze gant norseg ar reter e Danmark, e Sveden hag en trevadennoù savet e Rusia, Bro-Saoz ha Normandi. Rannyezh Gotland a veze kaozeet war enez Gotland hag e trevadennoù zo er reter. En XIvet kantved e oa an norseg ur yezh a veze komzet war un dachenn ec’hon, eus Vinland, en Amerika, er c’hornôg betek ar stêr Volga er reter. Mont a reas da get e Rusia en XIIIvet kantved.

Diskennidi an norseg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tamm-ha-tamm en em rannas an norseg da vont d’ober meur a yezh, ar yezhoù skandinavek, evel an islandeg, ar faeroeg, an norvegeg (en e zoare nynorsk dreist-holl) hag an norneg, ur yezh varv a veze kaozeet en Inizi Orc'h hag en Inizi Shetland diouzh un tu, hag an daneg hag ar svedeg diouzh un tu all. Gwall levezonet eo bet an norvegeg a-hed ar c’hantvedoù gant yezhoù skandinavek ar reter.

E-touez ar yezhoù skandinavek ez eo an islandeg hag ar faeroeg ar re o deus cheñchet an nebeutañ e-keñver an norseg. Kalzik a levezon en deus bet an norseg ivez war yezhoù all, evel ar saozneg pe ar skoteg.

Yezhoù all c’hoazh, ha ne oant ket kar d’ar yezhoù skandinavek, o deus amprestet un nebeud gerioù diganto, evel gouezeleg Skos, ar rusianeg pe ar finneg. Ur ger bennak e brezhoneg, evel stur da skouer, a c’hellfe bezañ bet amprestet digant an norseg ivez.

Kinniget o deus tud zo sevel ur Wikipedia e norseg. Sell ouzh meta:Requests_for_new_languages.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]