(Translated by https://www.hiragana.jp/)
PM M1910 - Wikipedia Mont d’an endalc’had

PM M1910

Eus Wikipedia
PM M1910
firearm model
Iskevrennad eusmindrailherez ponner Kemmañ
Bro orinImpalaeriezh Rusia, Stadoù-Unanet, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Munision7,62 × 54 mm R Kemmañ
Lakaet er servij1910 Kemmañ
Service retirement1960 Kemmañ

Ar Pulyemyot Maksima PM1910 (rusianeg: Пулемёт Максима образца 1910 года, romanekadur: Pulemyot Maksima obraztsa 1910 goda, 'Mindrailherez Maxim doare 1910'), pe berraet en PM M1910, zo ur vindrailherez ponner implijet gant Lu Impalaeriezh Rusia e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, goude-se gant an Arme Wenn hag al Lu Ruz e-kerzh Brezel diabarzh Rusia. Servijet eo c'hoazh el lu soviedat e-kerzh an Eil Brezel-bed. Implijet eo bet goude-se e-kerzh Brezel Korea, Brezel Viêt Nam, hag e-kerzh aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022.

Lakaet e oa bet er servij e miz Eost 1910, o vezañ un deveradur diouzh ar vindrailherez Maxim savet gant Hiram Maxim, kambret gant unan eus munisionoù diazez Rusia, ar 7,62 × 54 mm R. An M1910 a oa savet gant rodoù hag ur skoed difenn.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan