(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Penychen - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Penychen

Eus Wikipedia

Penychen a oa ur c'hantrev e Morgannwg, e Kembre, er Grennamzer. Edo etre kantrev Senghenydd ha hini Gwrinydd, e kreisteiz Kembre. Eno emañ bremañ distrigoù Rhondda Cynon Taf, Bro Morgannwg ha kornôg Caerdydd.

Marteze e oa Penychen ur rouantelezh vihan, er penn-kentañ, a-raok bezañ ur c'hantrev krennamzerel. Da gentañ e voe unan eus an tri c'hantrev a oa e rouantelezh Glywysing, asambles gant kantrevoù Gwynllŵg ha Gorfynydd. Savet e voe ar c'hantrevoù-se goude marv Glywys (war-dro ar bloaz 480), roue kentañ Glywysing, pa voe rannet ar rouantelezh etre e dri mab, Pawl, Gwynllyw ha Mechwyn. Hogen ne ouzomp ket kalz a dra diwar-benn istor ar rouantelezh-se.

Goude marv Gwynllyw e tegouezhas kantrev Penychen gant e vab Cadog, brudet evel sant. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Gwent, dindan Meurig ap Tewdrig, ha goude-se e teuas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Morgannwg.

Pa voe aloubet kreisteiz Kembre gant ar varoned norman, en em gavas al lodenn su eus Penychen, war ribl Mor Havren, dindan renerezh aotrouien norman eus Marz Kembre. Met gorre ar vro - kombodoù Glyn Rhondda ha Meisgyn — a oa renet gant aotrouien gembreat bepred. Paeañ a rae an aotrouien-se un truaj d'an aotrouien norman galloudus met mirout a raent un tamm mat a c'halloud ha prest e oant d'en em gannañ evit mirout ar galloud emren-se.

E Penychen e oa div greizenn relijiel a bouez, Llandaf, a oa sez eskibien Llandaf, ha Llancarfan (Nant Carfan e anv kentañ), ma oa ur manati diazezet gant sant Kadog ha ma voe meur a sant brudet evel Caradoc Llancarfan pe Ildud.