(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Perseüs - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Perseüs

Eus Wikipedia
Lestr en doare korintiat a ziskouez Perseüs, Andromeda ha Ketos, Altes Museum (Berlin).
Perseüs hag Andromeda, hervez ul livadur roman eus Pompei.
Perseüs hag Andromeda, livet gant Tizian.
Perseüs hag Andromeda, livet gant Rubens.
Perseüs hag Andromeda, livet gant Mignard

Perseüs (Περσεύς / Perseús, « ar preizher»), a oa anv un haroz hellazat. Mab e oa da Zeus ha Danae. Eñ eo an hini a lazhas Medousa hag a zimezas da Andromeda.

Hervez Apollonios Rodos e oa Eurymedon e wir anv.

Ganedigezh an haroz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kêr Argos e oa un tour arem uhel, ha warnañ prenester hag a oa barrinier houarn tev outo. En tour-se e oa ur briñsez o ouelañ dourek rak lakaet e oa bet aze da viken gant ar roue he zad.

Ar roue Akrisios a oa bet diouganet dezhañ gant ur beleg e vije lazhet gant e vab-bihan. Petra reas neuze, nemet kraouiañ e verc'h Danae da virout outi a gaout bugel ebet, rak n'en doa ket bet kalon d'he lazhañ. Evel-se e kave dezhañ e oa bet madelezhus ha fur war un dro.

Koulskoude, un noz, a-dre ar barrinier e kouezhas ur barrad glav aour. Zeus an hini e oa, rak an tu-se en doa kavet an doue da zont d'ober e lez d'ar plac'h yaouank, a voe brazezet gantañ.

Gwilioudiñ a reas ar verc'h en tour, ur mab e oa, Perseüs e oa e anv, hag Akrisios a savas kounnar ennañ ken a reas. Met peogwir e oa ur galon vat a zen ne lazhas nag ar mab nag ar vamm, nemet o lakaat a reas en un arc'h, ha teurel anezho er mor.

Kaset ha digaset war ar mor e tegouezhas an arc'h en enez Serifos. Eno e voent skoazellet gant ur pesketaer, Diktys e anv, a oa breur da roue an enez, Polydektes.

En enez Serifos e kreskas Perseüs, kenteliet gant Diktys. Ar roue Polidektes avat a gare Danae, ha kement-se ne blije ket d'ar Perseüs yaouank a ziwalle vertuz e vamm. Neuze e klaskas ar roue Polidektes penaos e c'hallfe pellaat ar c'hrennard diwar dro e vamm. Dont a reas en e soñj lakaat tud an enezenn da reiñ dezhañ kezeg, ha hervez doareoù zo eus ar vojenn e felle dezhañ kinnig al loened da Hippodamia en devoa c'hoant da gemer da bried. Perseüs paour n'en doa ket a gezeg met kinnig a reas degas dezhañ pezh a garje, ne vern petra e vije. Hag a roue neuze da c'houlenn digantañ mont da gerc'hat penn ar Gorgon Medousa, euzhvil a droe an dud e maen netra nemet gant e sell.

Kefridi Polydektes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Perseüs o stourm ouzh Medusa, gant Cellini

Athena a oa kaz enni ouzh Medousa rak embaret e oa ouzh Poseidon en un templ a oa bet savet dezhi. Ha setu hi d'en em ziskouez dirak Perseüs ha d'e genteliañ diwar-benn pezh a rankje ober.

Perseüs o tieubiñ Andromeda (munudig), livet gant Piero di Cosimo (war-dro 1513)

Kassiopeia, mamm Andromeda ha rouanez Aitiopia, he devoa poufet e oa ken koant hag an Nereidezed, ma savas droug e Poseidon, doue ar mor, a c'holoas ar vro gant an dour-beuz, hag a gasas un euzhvil a rene war ar mor, ma ne c'halle den mont war vag ken.

Diouganañ a reas beleg an doue Amon ne vije peoc'h ebet digantañ ken na vije roet merc'h ar rouaned, Andromeda, d'an euzhvil. Neuze e voe staget ar plac'h kaezh ouzh ur garreg war an aod. Dres d'ar poent-se edo Perseüs o tistreiñ eus lazhañ Gorgon, hag o tremen damdost, pa glevas hirvoudoù ar briñsez. Goude lazhañ an amprevan e tieubas Andromeda hag e timezas ganti, petra bennak ma oa bet prometet d'ur paotr yaouank all, Fineüs e anv.

En eured e savas kann etre an daou baotr, ha troet e voe Fineüs e maen tra ken 'met o welout penn Gorgon[1]. War-lerc'h an eured ez eas Andromeda gant he fried da Diryns, en Argolis.

Oberennoù awenet gant ar mojennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livadurioù niverus zo bet, ar re anavezetañ

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.