Rage (c'hoari video)
Heuliad | Rage |
---|---|
Heuliet gant | Rage 2 |
Tachenn | racing video game, first-person shooter, vehicular combat game, post-apocalyptic video game |
Ti-embann | Bethesda Softworks, Square Enix, Aspyr |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Deiziad embann | 4 Her 2011 |
Sevener | Tim Willits |
Sonaozer | Rod Abernethy |
Review score | 70/100 |
Diorroer | Id Software |
Savenn | Xbox 360, PlayStation 3, Microsoft Windows, OS X, iOS |
Operating system | iOS |
Software engine | id Tech 5 |
C'hoariusted | C'hoari video unc'hoarier, c'hoari video liesc'hoarier |
Input device | touchennaoueg, touchscreen |
Diaz embann | DVD, embannadur niverel |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
Renkadur PEGI | PEGI 18 |
Renkadur USK | USK 18 |
Lec'hienn ofisiel | http://rage.com/ |
Rage (stilizet en RAGE) zo ur c'hoari video tenn doare first-person shooter sevenet gant id Software, hag embannet e miz Here 2011.
Ar c'hentañ gwech ma voe diskouezet ar c'hoari a oa bet e-stumm un tañva teknikel d'an 11 a viz Even 2007, e-pad an Apple Worldwide Developers Conference, hag embannet e oa bet ofisiel e vefe eus ar c'hoari d'an 2 a viz Eost 2007 e-pad at QuakeCon. Rage a implij lusker video id Software anvet id Tech 5, ha bez e voe ar c'hoari ziwezhañ da vezañ embannet gant an embregerezh renet gant ar c'hrouer John Carmack.
Istor Rage a dremen en ur bed peurzistrujet en dazont. Goude kouezhadenn an asteroidenn 99942 Apophis war an douar ez eo bet freuzet aozadur ar bed evel ma oa. Ar c'hoarier a c'hoari an dudenn Nicholas Raine, ur soudard bet lakaet da goañvaat en ul lestr-egorel evel milieroù a dud all. Al listri-se a tistro war an Douar goustadik goude ur c'hantved en egor. An aozadur ofisiel nemeti hag a a zo a vez graet The Authority anezhi. Klask a ra an aozadur-se adpakañ an holl dud o tistreiñ eus an egor war ar voulenn-zouar evit laerañ dezho teknologiezhioù ha dre ma oant bet kemmet genetikel. Eus un tu all ar c'hoarier a vez taget gant gangoù a-bep seurt hag o deus savet rouantelezhioù bihan. Ar c'hoari a zo bet deskrivet evel un adkemer evit ul lod eus ar film Mad Max 2, hag eus ar c'hoarioù video evel Fallout ha Borderlands[1].
Degemer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Designer Epic Games, Cliff Bleszinski, en doa bet embannet burutelladennoù war ar c'hoari Rage. Evitañ ar fed ne vefe ket eus ur stumm liesc'hoarier d'ar c'hoari a oa estonus-tre a-berzh un embegerezh evel id Software. Evitañ Rage a oa unan eus an daou c'hoari o devoa dipitet anezhañ e 2011 (an hini all o vezañ Uncharted 3: Drake's Deception).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ocampo, Jason (d'an 3 a viz Eost 2007). QuakeCon 2007: Rage First Look. GameSpot. CBS Interactive. Kavet : d'an 30 a viz Meurzh 2017.