Roñfl (kenrouedad)
Implijet e vez an termen roñfl evit deskrivañ un den hag a glask plantañ reuz e foromoù war ar Genrouedad dre zegas enno kemennadoù dizereat.
"Roñfl" eo troidigezh ar ger saoznek troll. Krouet hag implijet e oa bet an termen "troll" evit ar wezh kentañ er bloavezhioù 1980 gant tud hag a gemere perzh en Usenet. Daoust ma vez komprenet ar ger saozneg troll da dalvezout "roñfl" bremañ, posupl-tre eo e vije bet krouet an termen troll "pesketa gant ur roued-stlej" abalamour ma vez klasket "pesketa" ar berzhidi all o lakaat anezhe da dabutal.
Un termen dangorel pe subjektivel-tre an hini eo, rak evit perzhidi zo e c'hell bezañ komprenet un hevelep kemennad evel un taol-roñfl o klask plantañ reuz daoust ma c'hell bezañ degemeret gant perzhidi all evel un degasadenn dalvoudus.
Troioù-kamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu un nebeud troioù-kamm a vez c'hoariet gant ar roñfled a-wechoù (listenn da hiraat)
- klask lakaat diskred hep abeg war tud zo
- lakaat ar re all da roñfled war an disterañ digarez, adalek ar c'hentañ dizemglev
- ijinañ iriennoù ha n'eus ket
- lenn kunujennoù e-lec'h n'eus ket
- ober tamalloù dizehan evit lakaat anezho da goll pasianted ha kaout digarez d'ober tamalloù nevez
- klask reiñ brud fall da labour ar re all
Petore emzalc'h kaout dirak ar roñfled
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Treiñ kein d'ur roñfl eo an doare gwellañ da zerc'hel penn outañ ha da lakaat anezhañ da chom a-sav gant e droioù, da lâret eo: chom hep respont dezhañ (un dra diaes d'ober a-wechoù, pa gred da bep hini emañ ar gwir gantañ, met dre skiant prenet e ouzer n'eus ket gwelloc'h doare). Dre vras ha dre vunut ec'h alier an dud a labour war ar wikipedia da chom hep "boueta" ar roñfled.
Gallout a reer, e lec’h respont, lakaat un dresadenn evel-mañ, a zeu eus ar forumoù.
+-------------------+ .:\:\:/:/:. | ARABAT BOUETA | :.:\:\:/:/:.: | AR ROÑFLED | :=.' - - '.=: | | '=(\ 9 9 /)=' | Trugarez, | ( (_) ) | Ar renerezh | /`-vvv-'\ +-------------------+ / \ | | @@@ / /|,,,,,|\ \ | | @@@ /_// /^\ \\_\ @x@@x@ | | |/ WW( ( ) )WW \||||/ | | \| __\,,\ /,,/__ \||/ | | | (______Y______) /\/\/\/\/\/\/\/\//\/\\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\ ==================================================================
Feurmoù roñfled
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet ha kenurzhiet e vez roñfled, denel pe stlennegel, an aozadurioù a-ratozh, ar feurmoù roñfled.