(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Ros Muc - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ros Muc

Eus Wikipedia

Ros Muc zo ur gêrig vihan eus Iwerzhon, e kornôg kontelezh Gaillimh. Emañ war aod Bae Gaillimh, e-kreiz Gaeltacht Conamara. Uhel-mat eo an dregantad a dud a ra bemdez gant an iwerzhoneg eno, ouzhpenn 85% eus an dud en oad gour[1].

Patrick Pearse (Pádraig Mac Piarais), ar skrivagner hag an emsaver lazhet goude Emsavadeg Pask 1916, a dremenas amzer eno, evit deskiñ iwerzhoneg. Ur skrivagner iwerzhonek all, Pádraic Ó Conaire, a voe o chom eno ivez.