(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Rouantelezh Saks - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Rouantelezh Saks

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roue Sachsen)
Rouantelezh Sachsen.
Rouantelezh Sachsen e 1900.

Rouantelezh Saks pe Sachsen (a zo Königreich Sachsen en alamaneg) zo unan eus stadoù istorel Alamagn, a badas eus 1806 betek 1919.

A-raok-se e oa ur briñselezh, Priñselezh Saks (a zo Kurfürstentum Sachsen en alamaneg). Goude e teuas da vezañ Stad dieub Saks (a zo Freistaat Sachsen).

Perzh a gemeras e Kengevread ar Roen, eus 1808 da 1813, er [[Kengevread alaman|C'hengevread alaman](1815-1866), e Kengevread Hanternoz Alamagn (1867-1871) hag en Impalaeriezh alaman (1871-1918).

Ouzhpenn e kemeras perzh er Mitteldeutscher Handelsverein, pe unvaniezh kenwerzhel Kreizalamagn (1828-1834), ha goude er Deutscher Zollverein, pe unvaniezh maltouterezhel alaman (1834-1919).

Dresden e oa ar gêr-benn, ha gouarnet e voe gant ar skourr alberzhat eus an Tiegezh Wettin.

Da get ez eas en 1918 pa deuas Alamagn da vout ur republik.

Rouaned Sachsen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]