Ruhr (stêr)
Neuz
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/25/Verlaufskarte_Ruhr2.png/220px-Verlaufskarte_Ruhr2.png)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/95/Ruhr.jpg/250px-Ruhr.jpg)
Ar stêr Ruhr zo ur stêr eus kornôg Alamagn, 235 km hed dezhi. Redek a ra a-dreuz stad Nordrhein-Westfalen. Emañ an eienenn e Sauerland, 670 metr a-us live ar mor, ha redek a ra war-zu ar c’hornôg hebiou Essen kent en em deurel er Roen e kêr Duisburg. Diwar hec’h anv e teu hini rannvro ar Ruhr, kreizenn istorel greanterezh an dir hag an houarn en Alamagn.