(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Siren - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Siren

Eus Wikipedia
Ar pennad-mañ a denn d'ar boud a gaver e gwengelouriezh Hellaz; evit ar boud hanter wreg hanter besk gwelet morganez.

Ulises hag ar sirened (war-dro -470).
Ulises hag ar sirened (Eil kantved).
Ulises hag ar sirened taolennet gant John William Waterhouse ma tiskouez ar sirened e stumm boudoù nij evel er mojennoù kozh.

Ar sirened (gregach: Σειρήν Seirēn; liester: Σειρῆνες Seirēnes), e gwengelouriezh Hellaz, a zo boudoù gwregel dañjerus-kenañ a laka ar voraerien da vamiñ ouzh o c'han kaer-eston hag a gas o listri d'ober peñse ouzh kerreg an enez m'emaint o vevañ enni.

A siren da vorganez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En amzer Henc'hres e vezent taolennet alies evel evned gant ur penn plac'h bras, nemet war-lerc'h int bet taolennet evel merc'hed gant treid laboused, askellek pe get (gwelout mojenn Baba Yaga). Kalz diwezhatoc'h int bet kemmesket gant morganezed (boudoù hanter wreg, hanter besk), hag a gaver e mojennoù ur bern broioù er bed. Anavezet mat eo tro Ulises (Odysseüs) e skridoù Homeros ma laka e vartoloded da stouvañ o divskouarn gant koar evit na glevint ket o c'han, ha ma c'houlenn bezañ staget ouzh gwern e lestr da c'hallout klevet o c'han, hep na c'hallfe en em deurel er mor d'o adkavout (gwelet Odysseia).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.