Sizailh
Neuz
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/de/Scissors_400px.png/250px-Scissors_400px.png)
Ur sizailh zo ur benveg gant div aotenn lemm, staget dre ar c'hreiz, da droc'hañ danvez pe blev, pe paper a-wechoù.
Kemeniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant an nadoz eo unan eus binvioù ar c'hemener.
Keginañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Keginerien zo o devez ur sizailh da droc'hañ kig. Surjianed ivez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7f/Scissors_turkey.jpg/200px-Scissors_turkey.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/70/Scissors_china.jpg/280px-Scissors_china.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/88/Schere_Gr_99.jpg/100px-Schere_Gr_99.jpg)
Ar sizailh divaotennek staget en o c'hreiz a vije bet ijinet war-dro 100 goude JK en impalaeriezh roman. Anavet e oant ivez er Reter Pellañ. Servij a raent da gentañ da droc'hañ gloan diwar gein an deñved.
Adal an IXvet kantved e oant binvioù ordinal en Europa hag Azia.
Ar c'hentañ sizailhoù evit kleizarded zo bet aozet war-dro 1880.