(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Spandau - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Spandau

Eus Wikipedia
300pxLec'hiadur 5vet arondisamant Berlin
Ardamez an arondisamant

Spandau a zo 5vet arondisamant (Bezirk) Berlin, hag an hini ar muiañ er c’hornôg eo ivez. Da vare rann Berlin e oa eus tu ar c’hornôg. E 2001 e oa Spandau e-touez an teir fastell-vor gozh a zeuas da vezañ arondisamantoù hep ma vefe kemmet o bevennoù. War gember ar stêr Havel hag ar stêr Spree emañ. Brudet eo ivez evit an toull-bac’h heñvelstumm (bet savet e 1876 ha distrujet en deiz a hiziv). Ennañ e voe bac’het seizh uheliad nazi ha ne oant ket bet kondaonet d’ar marv goude prosez Nürnberg (Rudolf Hess hag Albert Speer en o zouez).

  • Gorread : 91,9 km²
  • Annezidi : 224 047 annezad (d’an 31/07/2007) , da lavaret eo 2438 annezad/km².


Istor Spandau a grog tro-dro ar 7vet pe an 8vet kantved p’en em stalias eno an Hevellered (pobl slav) ha pa savjont ur c’hastell-kreñv. Trec’het e voent gant ar roue german Herri I e 928. Dont a reas ar Slaved en-dro goude emsavadeg 983. E 1156 e voe etre daouarn Albrecht von Ballenstedt. Roud a vez kavet eus ar ger Spandowe evit ar wech kentañ e 1197. Dont a reas Spandau da vezañ ur gêr e 1232. Da vare an Askanianed e krogas saverezh kreñvlec’h Spandau, echuet e voe etre 1559 ha 1594 gant Joachim II a Vrandenburg. E 1558 e teuas ar gêriadenn Gatow da vezañ ul lodenn eus Spandau. E-pad Brezel an Tregont vloaz e voe gronnet Spandau gant ar Svediz e 1634. Goude emgann Saalfeld (10 a viz Here 1806) ha hini Iena (14 a viz Here) e tegemeras Claude Victor-Perrin kodianidigezh kreñvlec’h Spandau. Eno e chomas ar C’hallaoued betek 1807. Distreiñ a reas Napoleon e 1812, ha taget e voe Spandau gant soudarded Rusia ha Prusia e 1813. Lakaet eo bet Spandau e Berlin Veur e 1920.

Karterioù ar 5vet arondisamant

Abaoe adreizhadenn 2001 eo rannet Spandau e 9 c’harter (Ortsteil) :

  • 0501 Spandau
  • 0502 Haselhorst
  • 0503 Siemensstadt
  • 0504 Staaken
  • 0505 Gatow
  • 0506 Kladow
  • 0507 Hakenfelde
  • 0508 Falkenhagener Feld
  • 0509 Wilhelmstadt

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.