Studi hag Ober
Deiziad krouiñ | 1936 |
---|---|
Titl | Studi hag Ober |
Krouet gant | Maodez Glanndour, Pêr Yann Nedeleg |
Studi hag Ober zo ur gelaouenn gristen e brezhoneg, bet krouet gant ar gloareged Maodez Glanndour ha Pêr-Yann Nedeleg o doa graet anaoudegezh an eil gant egile e kloerdi Sant Loeiz e Roma. Meur a varevezh zo bet en istor ar gelaouenn a oa he fal mont er-maez eus ar "brezhoneg-beleg" a rene en Iliz :
- an niverennoù 1 da 21, etre 1936 ha 1944, e voe liesskrivet er penn-kentañ, ha moullet goude ; P.Y. Nedeleg a voe rener ha merour betek 1941 hag e rankas dilezel dre urzh en abeg ma oa "re vroadelour" ar gelaouenn[1] ;
- e 1945 e voe adkroget gant Maodez Glanndour ur wech anvet da gure e Gwengamp, dindan anvad ar c'h.«Kaieroù Kristen» embannet gant «Studi hag Ober», betek ar c'haier 7-8 e 1949 gouestlet d'ar Werc'hez Vari ;
- etre 1950 ha 1961 ne zeuas er-maez niverenn ebet. D'ar mareoù-se ez embannas avat MG dindan anvad «Ar Bibl Santel» levrennoù liesskrivet eus ar Bibl troet diwar ar gresianeg (Aviel Sant Mazhe 1952, Koheleth 1953, Diskuliadur Sant Yann 1953, Aviel Sant Yann 1954, Levr Ar Furnez 1955, Habakouk Abdia Yoel Yona 1955, Aviel Sant Mark 1958) ;
- E 1962 ez adkemer anvad «Studi hag Ober» oc'h embann «Al Lizheroù katolik» hag e talc'ho d'an hevelep stumm embann liestennet gant ur golo melen sklaer betek 1978[2], gant an niverenn 24-25.
Gant an eil rummad-se eus "Studi hag Ober" en deus kendalc'het M. Glanndour da zifraostañ tachenn an doueoniezh e brezhoneg, ar viblvarnerezh, skridoù an Tadoù eus an Iliz, troidigezhioù eus ar Bibl, eus ar meulganoù Latin e brezhoneg, eus al liderezh e brezhoneg gant kemmoù bras deuet da heul Vatikan II.
A-drugarez d'al labourioù a zo bet embannet er gelaouenn-se, ha dreist-holl en eil rummad, ez eus bet gellet kregiñ da c'hoveliañ ur yezh yac'h evit al labourioù war-dro ar relijion gatolik, diazezañ ar skritur unvan er metoù katolik brezhonek, hag embann labourioù a-bouez, pergen war al liderezh, evel "Pedenn an Iliz" e 1977 gant Jozef Lec'hvien pe c'hoazh "Liderezh an Eurioù - Azvent ha Nedeleg" e 2009.