(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Tacones lejanos - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Tacones lejanos

Eus Wikipedia
Pedro Almodóvar ha Victoria Abril e-pad lid ar Césars e 1991.

Tacones lejanos (seulioù pik) zo ur film spagnolek sevenet gant Pedro Almodóvar e 1991. E-touez an aktourien e kaver Victoria Abril evel Rebeca Giner, ar benndudenn.

Pa zistro Becky Del Paramo da Vadrid , ur ganerez pop brudet eus ar bloavezhioù 1960 anezhi, e kav he merc'h Rebeca dimezet gant unan eus he c'harantezioù kleiz kozh. Kompren a ra eo ar c'houplad ur c'hwitadenn, dreist-holl pa ginnig Manuel dezhi adkregiñ gant o darempred kenetrezo. Un noz eo drouklazhet Manuel.

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh orin ar film

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet gant ar sonaozer japanat Ryūichi Sakamoto. Div ganaouenn zo kanet gant Luz Casal avat :

  • Un año de amor savet gant Nino Ferrer e 1963 dindan an titl C'est irréparable, hag e voe kanet an doare italianek Un anno d'amore gant Mina ; troet eo bet a-ratozh an doare italianek e spagnolek evit ar film,
  • Piensa en mí, ur ganaouenn mec'hikan eus 1937 savet gant Agustín Lara.

Kregiñ a ra ar film gant un ton sonerezh eus Miles Davis eus 1960 tennet eus ar bladenn Sketches of Spain.

Roll ar gomedianed pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]