(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Tikka T3 - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Tikka T3

Eus Wikipedia
Tikka T3
Skeudenn ar pennad Tikka T3

Ur garabinenn Tikka T3 warni ul lunedenn
Kinnig
Bro Banniel Finland Finland
Mont en-dro Karabinenn-vorailh
Munisionoù .204 Ruger
.222 Remington
.223 Remington
.22-250 Remington
.243 Winchester
.25-06 Remington
.260 Remington
6,5 mm Creedmoor
6,5 × 55 mm
6,5 mm PRC
.270 Winchester
.270 Winchester Short Magnum
7 mm-08 Remington
7 × 64 mm
7 mm Remington Magnum
.308 Winchester / 7,62 × 51 mm NATO
.30-06 Springfield
.300 Winchester Short Magnum
.300 Winchester Magnum
8×57is
.338 Federal
.338 Winchester Magnum
9,3 × 62 mm
Produer Sako (dindan an anv Tikka)
Mare produiñ Abaoe 2003
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) Eus 2,7 kg da 5,1 kg
Hirder Etre 910 mm ha 1.140 mm
Hirder ar c'hanol Eus 406 mm betek 620 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger fiñv 3, 4, 5 pe 6 kartouchenn (war ur golonenn) pe 10 kartouchenn (war div golonenn)
Adstummoù Meur a hini ; bodet dindan anv ar stumm Tikka T1x abaoe 2016
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An Tikka T3 zo ur garabinenn-vorailh produet gant an embregerezh finn Sako dindan anv e is-merk Tikka etre 2003 ha 2016. Kambret eo evit a bep seurt munisionoù skoet en o c'hreiz. Ur stumm nevez anvet T1X a vez produet abaoe 2016, dezhañ meur a adstumm. Implijet e vez gant chaseourien ha gant tennerien-resisted un nebeud broioù. Ar rummad karabinennoù evit munisionoù skoet war o zro Tikka T1/T1x zo deveret anezhi.

Archerien c'hall o pleustriñ war an "arsellet / eneptenn" e 2015.

Implijet e vez evel fuzuilh-resisted gant polisoù pe armeoù un nebeud broioù er bed :

  • Bro-C'hall Bro-C'hall : Police Nationale (500 skouerenn) hag Archeriezh Vroadel (1.200 skouerenn, evit unvezioù evel ar PSIG pe ar Garde Républicaine)[1];
  • India India : nerzhioù ispisial ar Morlu Indian (177 skouerenn)[2];
  • Kanada : Rangers, anvet C19, gwerzhet war ar marc'had sivil dindan an anv Arctic.[3]
  1. (fr) Tikka T3 war GIGN.org (diellet)
  2. (en) BEDI Rahul, Indian Navy special forces to get 177 sniper rifles, war Jane's 360, 26/07/2016 (lennet d'ar 05/07/2024)
  3. (en) You Will Soon Be Able to Own The C-19 Canadian Ranger Rifle – Tikka Introduces the "Arctic" war The Firearms Blog, 08/09/2016 (lennet d'ar 06/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan