(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Titicaca - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Titicaca

Eus Wikipedia
Lenn Titicaca / Titiqaqa
Bro : Perou, Bolivia
Rannvroioù : Suamerika
Gorread : 8.562 km²
Donder brasañ : 281 m
Hed ar ribloù : 1 125 km
Adstêr(ioù): ouzhpenn 20
Diazad doureier : 58.000 km²
Kêrioù pennañ
war ribl al lenn :
Copacabana, Puno

Al lenn Titicaca (spagnoleg) pe Titiqaqa (ketchwaeg) eo al lenn uhelañ er bed a c'haller bageal warni. Emañ 3 812 metr a-us live ar mor, er menezioù Andoù, war an harzoù etre Perou ha Bolivia. Etre 140 ha 180 metr eo he donder well-wazh ha 281 metr eo he donder brasañ. War-dro 190 km eo he hed ha 80 km he led. Emañ lodenn gornôk al lenn e rannvro Puno e Perou, hag emañ al lodenn reter e departamant La Paz e Bolivia.

Al lenn Titicaca

Ouzhpenn 25 stêr en em daol el lenn. Enni ez eus 41 enezenn ha war lod anezho ez eus tud o chom. Touristed a ya da weladenniñ an inizi-se, eus porzh Puno e Perou dreist-holl. Kalz a dud a ya evel-se da inizi Uros, inizi artisifiel, graet gant korzennoù raoskl war-neuñv. Inizi all zo ivez, evel Amantaní, Taquile, brudet abalamour d’ar stammennoù graet gant an Indianed a zo o chom enni, pe Isla del Sol, an enezenn vrasañ, e Bolivia.

D’ar stêr Desaguadero, a ya a-dreuz Bolivia betek al lenn Poopó, ez a kuit un darn eus dourioù al lenn Titicaca.

Lodenn c’hevred al lenn zo damzispartiet diouzh ar peurrest ha graet e vez Lago Huinaymarca anezhi e spagnoleg, e Bolivia, tra ma vez graet Lago Chucuito eus al lodenn vrasañ. E Perou e vez graet anezho Lago Pequeño (Lenn Vihan) ha Lago Grande (Lenn Vras). En aymara hag e quechua e reer gant an anv Titiqaqa. Ne ouzer ket a belec’h e teu an anv-se e gwirionez.