(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Tokarn kelt - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Tokarn kelt

Eus Wikipedia
Tokarn kelt e arem gant golo-divjod skeudennet gant tri c'helc'h, w.d. 1añ kantved k.J.-K., Mirdi henoniel broadel a vro C'hall.

An tokarn keltiek zo unan eus pezhioù dilhad brezel ar Gelted. Da-geñver fuchadegoù henoniezh ez eus bet kavet un dek bennak a dokarnoù evel-se, implijet evit ar brezel pe e prosesionoù.

Tokarnoù keltiek anavezet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tokarnoù Tintignac

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a dokarn kinklet zo bet kavet en un neved galian e Tintignac, e Navas, Correze.

En o zouesk, unan zo en houarn ha nav en arem. Daou anezho zo sebezus, mes int a glot mat get deskrivadur Diodoros Sikilia hag a lara eo kinklet tokarnoù ar Gelted gant arouezioù loened. Unan zo kinklet gant un alarc'h, hag anvet e vez tokarn-alarc'h. Ar pezhioù-mañ zo dibar ha kontet da vezañ eus an IIIvet kantved kent J.-K.

Tokarn Ciumeşti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tokarn eus kêr Ciumeşti zo bet kavet er bloavezhioù 1960 en ur vered italian tost da gêr Carei, bloaziet eus ar IVvet pe an IIIvet kantved kent J.-K.. An tokarn zo en houarn hag an arouez a-us zo bet graet en arem, hag a skeudenn un evn-preizh, pe ur vran.

Tokarn Waterloo Bridge

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm tokarn Waterloo Bridge zo dibar en Europa, hogen gallout a reer e geñveriañ gant an hini skeudennet ouzh Kaoter Gundestrup.

Kavet e voe en Tavoez e Londrez. Diouzh lec'h ha deiziad ar pezh-se ez eo gwirheñvel e oa bet krouet gant ar C'hantiaci, ar re a zalc'he Londrez d'ar mare-se, hervez Klaudios Ptolemaios.