(Translated by https://www.hiragana.jp/)
TotalEnergies - Wikipedia Mont d’an endalc’had

TotalEnergies

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Total)
Boueta ar vro gant strilheoul

TotalEnergies SE, anvet Total betek ar bloaz 2021, zo ur gompagnunezh c'hall a ra war-dro klask ha gwerzhañ eoul-maen dre ar bed. Abaoe un toullad bloavezhiou e vez produet ha gwerzhet an holl energiezhioù (tredan, gaz, strud, hag all) gant an embregerezh. Unan eus ar 6 kompagnunezh eoul-maen brasañ er bed eo.

E 2019 e voe prenet ar gompagnunezh Direct Énergie gant TotalEnergies.

Tamallet ez eus bet d'ar gompagnunezh ober gounidoù bras hep bezañ chalet gant politikerezh ar stadoù darempredet ganti (diktatourien Birmania da skouer) pe gant surentez an treuzdougen war vor.
Brudet eo e Breizh gant peñse an Erika e 1999, ha gant saotradur aber al Liger e miz Meurzh 2008.