(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Untermensch - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Untermensch

Eus Wikipedia

Untermensch zo ur ger alamanek a dalv kement hag isden (Untermenschen, istud, el liester). Implijet eo bet stank e kelennadurezh an nazied evit ober anv eus an dud a lakaent er renk izelañ, yuzevien, slaved, tsiganed, ha kement den ha ne oa ket arian, eus gouenn an aotrouien hervezo.

Dre fazi e kreder eo bet ijinet ar ger "isden" gant an nazied.

  • Er ster roet ganto e oa bet implijet a-raok, e 1922 gant ar skrivagner amerikan Lothrop Stoddard e titl e flemmskrid The Revolt Against Civilization: The Menace of the Under Man. Adkemeret e voe meizad an "under man" gant an nazied diwar titl an droidigezh alamanek: Der Kulturumsturz: Die Drohung des Untermenschen (1925)[1].
  • Met implijet e oa bet ar ger "Untermensch" en alamaneg a-raok c'hoazh (met ne oa ket en ur ster "gouennel") gant ar skrivagner alaman Theodor Fontane en ur romant e 1899.
  • Unan eus ar renerien nazi, Alfred Rosenberg, a skrive zoken e teue meizad ar retereuropeat "isden" eus an amerikan Stoddard, ha menegiñ a rae, diwar-benn ar gomunourien rus en e Der Mythus des 20. Jahrhunderts (1930) e oa "ar seurt tud a vez graet "istud" anezho gant Lothrop Stoddard .'" ["...den Lothrop Stoddard als 'Untermenschen' bezeichnete."][2] Hervez Stoddard: "Un "Under-Man"—an den a zo e varregezh hag e c'halloud emazasaat dindan ar muzul lakaet gant an urzh kevredigezhel a vev enni.


  1. Domenico Losurdo, “Toward a Critique of the Category of Totalitarianism”, Historical Materialism 12.2 (April 2004), p.25-55, here p.50.
  2. Alfred Rosenberg, Der Mythus des 20. Jahrhunderts: Eine Wertung der seelischgeistigen Gestaltungskämpfe unserer Zeit, München: Hoheneichen, 1930, here p.214.