a-greiz-holl
Neuz
Brezhoneg
Adverb
a-greiz-holl /aɡrɛjˈzɔlː/
- A-daol-trumm hag en un doare dic'hortoz
- N'am boa ket gwelet ar c'heneil-se abaoe un daou-ugent vloaz bennak hag a-greiz-holl e stagas da ganañ ur pennad eus e roll : [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 26.)
- N'eo ket eveljust dre m'en em gave a-du ganin a-greiz holl, nann, met plijout a rae dezhi enebiñ ouzh he mab-kaer, ha hi dezhañ : [...]. — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 6.)
- A-greiz-holl, ur prenestr er beg-douar-se, dres dirazañ, a voe goulaouet. — (Roparz Hemon, An Ti a Drizek Siminal, Al Liamm, 1956, p. 9.)
- A-greiz-holl en em lakaas da c'hoarzhin. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 15.)
- Ur c'hoarzhadenn a-greiz-holl, ur c'hoarzhadenn hir, sec'h ha sklaer, a darzhas er sal vras e-kichen ar gegin. — (Roparz Hemon, Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all, Al Liamm, 1970, p. 21.)
- « Evelato ! Sell 'ta Mari plac'h farv ! » eme, a-greiz-holl, ur vouezh skiltr a-dreñv e gein. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 26.)
- A-greiz-holl, d'an taol a bemp eur, e klevjod brammadennoù prim ur c'heflusker [...]. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 11.)
- [...] hag a greiz-holl ar youc'hoù a dregernas [...]. — (Herve ar Gall, Koulz ar c'hastrilhez, Embannadurioù Al Liamm, 2008, p. 73.)
- Ha neuze, a-greiz-holl, e laoskas Hagrid ur yudadenn evel ur c'hi gloazet. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 20.)
Gerioù heñvelster
- a-daol-dak
- a-daol-trumm
- a-greiz-holla
- a-greiz-pep-kreiz
- a-greiz-pep-ober
- a-greiz-taol
- a-greiz-toud
- Ur pennad zo e teuan da vezañ fall a-greiz-toud, TBP 1/205, 2/157
- en un taol-kont
- souden
Troidigezhioù
- galleg : brusquement (fr) , d'un coup (fr) , soudainement (fr) subitement (fr) , tout à coup (fr)