bleud
Neuz
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg blot.
- Meneget er C'hatolikon bleut.
- Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn blawd en kembraeg, bleus en kerneveureg, blato- en galianeg ha mláth en heniwerzhoneg.
- Deuet eus un anv-gwan-verb keltiek *mlātos, ger-ha-ger « malet », diwar ar verb *male/o-[1], deus roet malañ e brezhoneg.
Anv-kadarn
bleud /ˈbløːt/ hollek gourel (liester : bleudoù)
- Poultr oberiet dre valañ greun an edoù. Aozañ a reer gantañ boued d'an dud ha d'al loened (bara, gwestell...).
- Krampouezh daou-hanter a veze graet gant bleud ed-du ha bleud gwinizh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 52.)
- Penn-ar-C'hrann (Bro-Leon, Penn-ar-Bed): "bleud /ˈbløːt/"
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Bleud an diaoul a ya da vrenn
- Pa vez ker ar bleud
E vez kezeg treut
Troidigezhioù
- Ar pennad « bleud » e-barzh Wikipedia
Roll an daveoù :
- [1] : Ranko Matasović, Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Leyden, Brill, 2009, p. 273-4.