(Translated by https://www.hiragana.jp/)
dle - Wikeriadur Mont d’an endalc’had

dle

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Deuet eus ar ger keltiek *dlig-o- a zeufe eus ar wrizienn indezeuropek *dʰl̥gʰ- ~ *dʰelgʰ- « dle » a gaver er ger dulgs « dle » e goteg.[1]
Da geñveriañ gant ar gerioù dyled « dle » e kembraeg, tyli « dleout, garedonañ » e kerneveureg, dlí « dlead ; reizh » en iwerzhoneg ha dlighe « dlead ; reizh » e skoseg.

Anv-kadarn

dle /ˈdleː/ gourel; liester : dleoù .

  1. kaout dle, kalz dle, ur bern dle ;
  2. ober dle
  3. paeañ dle:
  4. kaout udb war zle :
  5. bezañ dindan dle:
  6. bezañ e dle ub :
Notenn
  • Ne vez ket graet kemmadur "d" atav; distaget e vez "gle" alies.
  • Hervez Geriadur an Here e vije ul liester, dleoù; ur skouer hepken er pennad dle.
    • Kavout a reer dleoù meur a wech e-barzh Diamantoù Keroulaz, gant Roparz Hemon. Ne seblant ket anavezet e kalz oberennoù all (met un toulladig skouerioù a gaver koulskoude), nag er yezh komzet.
  • Koulskoude e vez lavaret: kalz dle, ur bern dle, hep liester.

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Furm verb

dle /ˈdleː/

  1. Furm ar verb dleout e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ ([[kemmadur dre vlotaat ebet peurvuiañ)
  • Hep kemmadur :
Kement hini n'eo ket goest awalc'h da viret ar pez en deus, a dle klask eun all da viret d'ezan e beadra, ahendall e vezo tizet abred pe zivezat — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 386.)
Sane. — Gant ar c'hoz alvokad daonet-se a dle dont hirio eus a Gemper e teskin gwelloc'h, a gav d'eoc'h ? [...]. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 4.)
— Deport, deport, eme ar martolod. Mar deus eun arc'h ama ne dle ket beza goullo, a gredan. Gwelomp. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 60.)
[...] ; rak, hervez ar c'hiz, e tle pep hini degas, hervez e oad hag e vadoù, e lodenn d'an tantad. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 89.)

Troidigezhioù

Notenn

  • Kemmadur : Gwelout w:Yezhadur Bras ar Brezhoneg, pajenn 86:Er yezh komzet bremañ ez eur techet da chom hep ober ar c'hemmadur d/z er verboù dont ha dleout goude ar rannoùigoù a ha ne: mont a dlean, Pêr a deuio ivez, ne dle netra dit, ne deuio ket kennebeut. Gwelloc'h eo ober evelato ar c'hemmadur ez-reizh. Graet e vez dalc'hmat el lavarennoù implijetañ evel ar sizhun a zeu, ar bloaz a zeu. (pajenn 86)</ref>

Daveoù

Roll an daveoù :