er-maez
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an araogenn mesket er hag an anv-kadarn maez.
Adverb
er-maez /ɛrˈmɛːs/
- En diavaez (diwar-benn al lec'hioù, an traoù kloz).
- chom er-maez, dont er-maez, mont er-maez
- Lod a iea d'ar gear da gaout ho zud, ha lod-all a iea, evel bleizi, da loja er meaz etouez al lann pe ekreiz ar c'hoajou.... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 11.)
- Daoust hag adarre e oant an eil e divrec'h egile, ha me er-maez, a-gostez, estrenez ? — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 96.)
- Bezañ er-maez : bezañ en diavaez eus ul lec'h
- Sevel en e goazez a reas Harry, e selloù o parañ war an nor. Unan bennak a oa er-maez, o stekiñ outi. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 52.)
- (dre skeudenn-lavar) Chom er-maez : kaout lamm, bezañ korbellet
- <skouer.>
- Dont er-maez : mont en diavaez eus ul lec'h
- Krial a rejont war an hini a yoa e-barzh en ur lavaret dezhañ dont er-maez da evañ ur banne ganto, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 31.)
- Pa voe peurwisket gantañ e zilhad e teuas er-maez, en trepas, hag alese d'ar gegin. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 24.)
- Kas er-maez : kas en diavaez eus ul lec'h
- <skouer.>
- Mont er-maez : mont en diavaez eus ul lec'h
- Pak da c'houzoug ervat pa'z i er-maez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 391.)
- stlapañ er-maez, teurel er-maez
- Evel estlamadell:
- Er-maez! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 241.)
Gerioù enepster
Troioù-lavar
-troiennoù verbel:
- Pa vez tomm an heol an deiz kentañ a viz C'hwevrer e teu al louz er-maez eus e doull da c'harmat d'ar goañv da zonet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)