erru
Neuz
Brezhoneg
Anv-gwan
erru
- Deuet, pa gomzer eus un den en ul lec'h, pe eus ur c'houlz:
- Pa oa erru en-toull an nor, — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 2, Pariz, 1891, 1971, p. 228.)
- « Erru an abardaez warnomp », eme Roparzh Menguy ; « [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 146.)
- Erru oa an abardavez ha mall oa d'eomp klask hol lojeiz enn tu pe du. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 5.)
- Edon erru er meaz pa gleviz tud o tont, enn eur gaozeal, var an hent braz, a-hed bali maner Keraouell. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 24.)
- GOD. – « N'eo ket erru c'hoaz an Aotrou Skouarneg ?... Kit d'e gerc'hat 'ta !... » [...]. — (Jarl Priel, Ar Baleer-Bro, Sav niv. 26, Goañv 1943, p. 74.)
- Sell piv zo erru amañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 354.)
- E koulz vat oc'h erru ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 354.)
- Deuet da vezañ:
- Ar venajerien zo erru kalz anezho dindan zle.. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 129.)
- Dirak un anv-gwan all:
- -N'omp ket erru tost c'hoazh?- Eo, tostaat a reomp; ne welet ket a-raok deoc'h ur voger uhel? . — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 156.)
- Me zo erru prest da goll ma skiant ganit-te, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 472.)
Troienn
Furm verb
erru
Krennlavaroù
- Pa erru ur c'holl en ti
Ez erru daou pe dri.